Roiaskeg
Neuz

Ar roiaskeg (roiasc en okitaneg, ha roiascu e ligureg) a zo ur parlant etre an okitaneg hag al ligureg. Komzet e vez e Stad Frañs (e reter departamant Alpoù-an-Arvor) hag en Italia (e proviñsoù Imperia ha Cuneo). En Italia eo lakaet ent-ofisiel da vezañ okitaneg, ar pezh a soñj ar gomzerien o-unan ivez; yezhourien ’zo a lavar er c'hontrol eo tostoc'h d'al ligureg.