Mont d’an endalc’had

Paramount Pictures

Eus Wikipedia
Paramount Pictures
embregerezh produiñ sinema
Tachenn obererezhioùfilm industry, sinema Kemmañ
Deiziad krouiñ8 Mae 1912 Kemmañ
Anv er yezh a orinParamount Pictures Kemmañ
DiazezerAdolph Zukor, William Wadsworth Hodkinson, Jesse L. Lasky Kemmañ
PennrenerJim Gianopulos Kemmañ
Merour/renerAdolph Zukor Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'h diazezLos Angeles Kemmañ
Perc'hennet gantViacom Kemmañ
Aozadur mammParamount Global Kemmañ
Perc'henn warParamount Stage 31, Paramount Stage 19, Paramount Network, Famous Studios, Rialto Theatre Kemmañ
Sez sokialLos Angeles, Stadoù-Unanet Kemmañ
ProduSinema Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.paramountpictures.com/ Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadEye Filmmuseum Kemmañ
FAQ URLhttps://www.paramountpictures.com/faqs Kemmañ
Logo Paramount Pictures e 1914

Paramount Pictures Corporation (anavezet dre an anv Paramount Pictures pe simploc'h Paramount, e anv gwirion o vezañ Famous Players-Lasky Corporation) zo ur studio sinema, un embregerezh produiñ skinwel hag un embanner filmoù. Bet eo lakaet da dalvezout evel unan eus ar Big Six, ar c'hwec'h studio filmoù brasañ en Hollywood. Bet eo un isrann eus an embregerezh meur kleweled Amerikan Viacom.

E 1916, ar produer filmoù Adolph Zukor en doa kevrataet 24 aktour hag aktourez, pep hini anezho a oa bet enoret gant ur steredenn war al logo. E 1967, an niver a steredennoù a oa diskennet da 22 ha tennet ar menneg kuzh (ur steredenn dre aktour kevrataet). E 2014, Paramount Pictures a oa deuet da vezañ ar studio kentañ o embann e holl filmoù dre stumm niverennel nemetken. Pennlec'h an embregerezh a zo lec'hiet er 5555 Melrose Avenue, Hollywood, California.

Paramount Pictures a zo ezel eus ar Motion Picture Association (MPA).

Paramount Pictures zo anavezet evit tri eus e filmoù hag o deus tizhet 1 milmilion a zollaroù rastellet digant an arvesterien :

Paramount a zo ar c'hwec'hvet studio film koshañ dre ar bed; goude Gaumont Film Company (1895), Pathé (1896), Titanus (1904), Nordisk Film (1906), hag Universal Studios (1912). An hini diwezhañ eo o vezañ pennlec'hiet en distrikt Hollywood e Los Angeles. Krouet eo bet Paramount Pictures e 1912 devezh krouidigezh ar Famous Players Film Company. Ar c'hrouer a orin hungariat Adolph Zukor, a oa bet poster arc'hant en nickelodeons, en doa komprenet e oa desachet dreist-holl al labourerien izel envroidi anezho.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]