Menez Bre
Menez-Bre a zo un dorgenn e Bro-Dreger, lec'hiet etre kumunioù Pederneg ha Louergad.
302 m eo e uhelder ha gwelet e vez a-bell, kazi dre Vro-Dreger a-bezh. Daoust d’ar pezh a greder alies n’eo ket lec’h uhelañ Bro-Dreger.
War lein an dosenn ez eus ur chapel gouestlet da sant Herve. Nepell alese ez eus ur feunteun ouzh tor ar menez, troet war-zu ar reter.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Bre" a zo ur ger kozh hag a dalvez kement ha "torgenn, uhelenn". Er vro e vez lavaret alies "Tosenn Menez Bre", ar pezh a zo lavarout teir gwech ar memes tra.
Lesanv ar menez eo “Tad-kozh ar vro”.
Tud zo, dre fent, a ra anv ivez eus Fujiyama Treger, pe neuze Kilimanjaro Treger, dre ma'z eo uhel a-us d'un damgompezenn.
Kavet e vez, da heul, p. 67 "...concile du Ménez-Breiz..." ha "...sommet de la montagne de Bré..." (cf O.L. Aubert)
Mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klevet ez eus bet mojennoù a denn d’al lec'h-se, meur a hini a zo:
- An diouganer Gwenc'hlan a vije o kousket dindan ar menez o c’hortoz e zistro.
- Mojenn ur beleg stolier anvet Tadig Kozh a zo ivez. Mont a rae war ar menez da lenn an oferenn drantel evit saveteiñ an eneoù daonet o leskiñ en ifern.
Chapel Sant Herve
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chapel Sant Herve a zo kozh-tre, savet eo bet er VIvet kantved. Aotroù ar C'hleuzioù en doa lakaet savet ar chapel-mañ, hag a zo bet adsavet e XVIvet kantved ha XVIIvet kantved. En anv sant Herve, ganet dall dezhañ donezonoù dreistnaturel, emañ ar chapel. Hervez ar vojenn eo Herve en dije lakaet an dour da zeverañ diouzh tor ar menez, e-lec'h m'emañ bremañ ar feunteun.
Lidoù ha darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur foar a veze dalc'het d'ar 17 a viz Gwengolo (foar Vre) ma veze gwerzhet kezeg. Gouel ar c'hezeg a vez graet c'hoazh bremañ bep bloaz.
Unan all a veze dalc'het d'ar 21añ a viz Gwengolo (foar Vazhe Bre). Foar Vazho Bre, keit an noz hag an de(iz) eme ar c'hrennlavar.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diougan Gwenc'hlan, el levr Barzaz Breiz.
- Foar Vre, skrivet gant Kerverzhiou, embannet gant Al Liamm. Un danevell bagan.
- O.L. Aubert : Légendes traditionnelles de la Bretagne. Préface de Ch. Le Goffic. Louis Aubert. Saint-Brieuc. 14è ed. 1967
- Teñzor Run ar Gov, Fañch Peru, embannet gant Skol Vreizh. Danevell evit krennarded.
Divinadell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pet lost leue a zo ac'hann da Venez-Bre ? – Unan, mar bez hir a-walc'h[1].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, trede levrenn, 1974, p. 334.