Lucrezia Tornabuoni
Neuz
Lucrezia Tornabuoni
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Firenze |
Anv-bihan | Lukrécia |
Deiziad ganedigezh | 22 Mez 1427 |
Lec'h ganedigezh | Firenze |
Deiziad ar marv | 28 Meu 1482 |
Lec'h ar marv | Firenze |
Lec'h douaridigezh | Basilica of San Lorenzo |
Tad | Francesco Tornabuoni |
Mamm | Nanna di Niccolo di Luigi Guicciardini |
Breur pe c'hoar | Giovanni Tornabuoni |
Pried | Piero di Cosimo de' Medici |
Bugel | Nannina de' Medici, Lorenzo il Magnifico, Giuliano de' Medici, Maria di Piero de' Medici, Bianca de' Medici |
Familh | House of Tornabuoni |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Micher | barzh, skrivagner |
Lec'h annez | Firenze |
Lucrezia Tornabuoni a oa ganet e Firenze en 1427 ha marvet d'an 28 a viz Meurzh 1482, a oa pried Piero di Cosimo de' Medici, ha mamm Lorenzo de' Medici. Dre ma oa merc'h da Francesco Tornabuoni, un ozhac'h a ouenn uhel e Firenze, e roas tro d'an tiegezh Medici da dostaat ouzh an noblañs.
Barzhez italianek e oa ivez. Mignonez e oa da dud evel Luigi Pulci pe Agnolo Poliziano.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Biero, mab da Cosimo de' Medici, e 1444, un den nav bloaz koshoc'h egeti, speredek ha troet gant an arzoù hag ar sevenadur. An tiegezh Tornabuoni en doa harpet Cosimo da zistreiñ da Firenze eus e harlu, hag un arouez eus an emglev etre an daou diegezh e oa an dimeziñ-se.
Anv | Manet | Marvet | Notenn |
---|---|---|---|
Bianca | 1445 | 1505 | Dimezet da Guglielmo de' Pazzi |
Lucrezia detta Nannina | 1448 | 1493 | Dimezet da Bernardo Rucellai |
Lorenzo lesanvet “il Magnifico | 1449 | 1492 | Aotrou Firenze, dimezet da Clarice Orsini |
Giuliano | 1453 | 1478 | Muntret e-kerzh Irienn ar Re Pazzi. Ur mab en doe gant Fioretta Gorini hag a voe anvet da bab, Klemañs VII |
Maria | 1455 | 1479 | Dimezet da Leonetto de' Rossi |
Ur mab | Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel | ||
Ur mab all | Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel | ||
Giovanni | Mab bastard, a zimezas da Luigia di Giovanni de' Medici |