Mont d’an endalc’had

Levr an anaon

Eus Wikipedia
Ur rummad eus papyrus Ani

Kavet e vez ul Levr an anaon e-barzh kalz a sevenadurioù: e Henegipt, en Tibet, er sevenadur maya, hag all... Dre vras, pal al levr-mañ eo sturiañ eneoù ar re varv e pad ar veaj er bed all.

Levr an anaon e Henegipt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levr an anaon a zo un dastumad troioù-lavar ha garmoù hud implijet en Henegipt a-benn sturiañ eneoù ar re varv. Lakaet e veze al levr e-kichen ar valzamegenn, er bez, evit ma sikourfe an den marv da dremen an amprouennoù hag erruout dirak Osiris e parkoù Ialoù (evit gellout advevañ er bed all). Kavet e vez el levr garmoù hud evit en em dreuzfurmiñ, anvioù diwallerien dor ar varnedigezh ha gwall-anzav an torfedoù digraet eo ret dibunañ evit lakaat ar galon da vezañ lijeroc'h eget Maât.

Skrivet e veze al levr e hierateg war un tamm papiruz. Kavet e vez an oberenn-mañ adalek maread an impalaeriezh nevez (XVIIIvet remziad) betek ar prantad gresiano-roman.

Memes ma eo an anv "Levr an anaon" an hini brudetañ, n'eo nemet un droidigezh peuztost eus an anv gwir. Aze e kaver troidigezhioù tostoc'h eus an anv wirion :

  • Levr ar re varv hag an adc'hanedigezh;
  • Levr evit mont maez er sklerijenn;
  • Levr a ermaeziadenn war an deiz;
  • Levr treuzneuziadurioù ha kanmeulerezh Impalaer an anaon.

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumet eo bet gant skiantourien troiad Egipt testennoù anvet lidoù-kañv gant Champollion.

Ar c'hentañ troidigezh a zo bet aozet e 1842 gant an egiptologour Karl Richard Lepsius diwar ur papiruz miret e mirdi Turin. Anvet eo bet Todtenbuch (Levr an anaon) an droidigezh. Dalc'het eo bet ar memes anv goude-se.

E 1881, an egiptologour Willem Pleyte a genglotas pennadoù embannet gant Lepsius dindan an anv Chapitres supplémentaires du Livre des Morts, 162 à 174 ; publiés d'après les monuments de Leyde, du Louvre et du British Museum.

E 1886, an egiptologour suisat Henri Edouard Naville a embannas ul levr anvet Bibl an Henegiptianed.

E 1898, an egiptologour saoz Sir E.A. Wallis Budge, rener ar British Museum, a embannas hollad pennadoù Levr an anaon goude e zizoloadenn e Teba e 1887 e lec'h ma kavas papiruz Ani. Implijout a reas an anv Levr ermaeziadenn an deiz.

Kalz a embannadurioù disheñvel a ra gant an droidigezhioù-se. Hiziv an deiz o deus ur statud foran, setu e kaver an testennoù-mañ en un doare aes kenañ war lec'hiennoù internet tud entanet gant an Henegipt.

Levr an anaon an tibetaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul levr an anaon a vez kavet e Bro-Tibet. Anvet eo ar "Bardo Thödol". Un dastumad reolennoù ha kuzulioù eo, da reiñ d'an dud o vervel pe d'ar re varv evit ma ne adc'hanfent ket en dro hag evit ma kuitfent trap ar vuhez hag an adsav da vev (Ar c'hontrol eus ar pezh a zo skrivet e-barzh al levr egiptian). Al levr-mañ a denn eus ar voudaegezh tibetan.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]