Kontelezh Naoned
Edo kontelezh Naoned er marz savet gant rouaned ar Franked war harzoù Breizh dizalc'h. Aloubet e voe gant Nominoe, kentañ roue Breizh, e 851, hag anavezet e c'halloud gant feur-emglev Angers. Gant Salaun e voe kresket c'hoazh ar rouantelezh war-zu ar reter. Met ken bras e oa deuet ar vro da vezañ ma oa diaes da zifenn war un dro diouzh ar Franked hag ar Vikinged. Adal deroù an Xvet kantved edo Naoned dindan gwarez konted Anjev. Daoust da se e voe aloubet gant ar Vikinged eus 919 da 937 a-raok bezañ kemeret gant Alan II. Goude-se e teuas Bro-Naoned da vout ur gontelezh, hag ar gonted anezhi a veze dalc'hmat o'n em gannañ gant konted Roazhon da c'houzout piv anezho a vije dug Breizh. Pep hini en devoa skoazellerien
Dre zimeziñ ez eas Naoned digant Tiegezh Kerne gant Tiegezh Anjev, ar re Plantagenêt, a-raok bout staget ouzh domani Duged Breizh en XIIIvet kantved.
Listenn konted Naoned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Franked
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- war-lerc'h 786-818 : Guy de Nantes, prefed marz Breizh .
- 818-831 : Lambert Iañ Naoned
- 831-841 : Ricuin Naoned
- 841-843 : Renaud d'Herbauges, kont Herbauge
- 843-846 : Lambert II Naoned
- 846-849 : Amaury de Nantes lakaet da gont gant Karl Voal
- 849-851 : Lambert II Naoned
Konted vrezhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 851-852 : Erispoe, roue Breizh
- 852-870 : Salaun, roue Breizh
- 870-877 : Paskwezhen
- 877-907 : Alan Iañ.
Kont Anjev ha Naoned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 907-919 : Foulk Iañ ar Rouz, kont Anjev. Anavezet de jure evel kont Anjev ha Naoned betek Alan Barvek.
Marevezh ar Vikinged
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Konted Naoned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 938-952 : Alan II
- 952-958 : Drogon Breizh
- 958-960 : Foulk II, kont Anjev
- 960-981 : Hoel Iañ
- 981-988 : Gwereg
- 988-990 : Alan Breizh
- 990-992 : Konan Iañ, kont Roazhon ha dug Breizh
- 992-994 : Aimery III de Thouars
- 992-1004 : Yezekael Naoned (Judicaël e galleg)
- 1004-1038 : Budig
- 1038-1051 : Mazheaz Iañ
- 1051-1063 : Judit Naoned
- 1063-1084 : Hoel II , dug Breizh
- 1084-1103 : Mazheaz II Naoned
- 1103-1112 : Alan IV, dug Breizh
- 1112-1148 : Konan III
- 1148-1156 : Hoel III
Lignez Plantagenêt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1156-1158 : Jafrez VI , kont Anjev
- 1158-1158 : Konan IV, dug Breizh
- 1158-1185 : Henri II Plantagenêt, roue Bro-Saoz, ha dug Anjev ha Normandi
- 1185-1186 : Jafrez II, dug Breizh, mab da Herri II
- 1185-1201 : Konstanza, gwreg Jafrez II
- 1196-1203 : Arzhur Iañ, dug Breizh, lazhet gant e eontr Yann Dizouar, roue Bro-Saoz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg ha galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Guide historique bilingue Nantes/Naoned", Embannadurioù Yoran Embanner, 2006.
E galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chronique de Nantes => e-barzh Gallica http://gallica.bnf.fr
- Essai sur l'Histoire de la Ville et du Comté de Nantes, Gérard Mellier, bet maer Naoned, dornskrid embannet gant Léon MAITRE, Nantes (1872) => e-barzh Gallica http://gallica.bnf.fr
- Bruno RENOULT, Les Vikings en Bretagne, Editions Bretland (1985) ISBN 84-7633-005-7