Salaun
Neuz
Salaun, diwar an anv kozh Salamun ha goude Salavun, zo un anv-tud brezhonek. Dont a ra eus an hebreeg שְׁלֹמֹה, Š(ə)lomo pe Šəlōmōh, kar d'ar ger שָׁלוֹ shalom, hag a a dalv kement ha "peoc'h".
- Salaun roue Breizh etre 857 ha 874, niz da Erispoe,
- Salaun ar Foll, tudenn enoret gant ar bobl.
Un anv-tiegezh brezhonek eo ivez, a gaver en anvioù evel ar re-mañ :
- Goulven Salaun, unan eus pennoù emsavidi ar paper-timbr e Naoned e 1675
- Henri Salaün (1866-1936), besamiral breizhat
- Henri Salaün (1926-2014), c'hoarier squash stadunanat, mab-bihan da Henri Salaün
- Per Salaun, en deus skrivet pennadoù brezhonek e-barzh ar sizhunieg le Trégor
- Jakez Salaun, anv-pluenn Fañch Broudig a-wechoù e-barzh Brud Nevez
- Ronan Salaün (1969-), melldroader breizhat
Stumm benel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kar eo d'an anv-badez (kentanv) benel Salome.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- arabeg : سليمان Sulayman, ha rannyezhel: Slimane
- alamaneg : Solomon
- galleg : Salomon, Soliman
- katalaneg : Salomó
- saozneg : Solomon
- turkeg : Süleyman (diwar an arabeg)
- Salamun, anv-tiegezh aostrian ha sloven
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Salaün Holidays, embregerezh beajoù
- Ar Merzher-Salaun, kumun eus Bro-Leon