Mont d’an endalc’had

Konsul

Eus Wikipedia
Brutus, konsul. Delwen eus ar IVvet pe IIIde kantved kent JK. Mirdi ar C'hapitol, Roma.

Konsul (diwar ar ger latin consul) zo un anv dezhañ meur a ster a-hed an Istor. Anaout a reer

Konsuled Roma

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Roma e veze dilennet daou gonsul bep bloaz, adalek dibenn Roueelezh Roma, a-hed amzer Republik Roma ha, daoust ma oa kollet o galloud gante neuze, dre vras betek dibenn an Impalaeriezh roman.

Ar c'honsulvezh eo an amzer ma pad karg ur c'honsul e Roma gozh. Hervez ar skridoù kozh n'eo ket un ensavadur a orin latin, peogwir e oa c'hoarvezet kemend-all e Gres a-raok. Pa oa nevez kouezhet ar roueelezh e oa troet an dud da zilenn un den hepken, galloud bras dezhañ, evit ur prantad berr hepken.


Dindan an Impalaeriezh e oa konsuled ivez, nemet galloud ebet n'o doa dre ma oa an impalaer a-us dezho. Ne oa mui nemet ur garg enorus a-bouez e-touez ar Senedourion.

Alies e veze skrivet COS, evit konsul. Evit un den a oa bet konsul eizh gwech e veze skrivet COSVIII.

Hervez Edward Gibbon e voe roet d'ar roue frank Clovis arouezioù ar gonsulegezh.