Kakos
Kakos (henc'hresianeg : Κακός / Kakós, « drouk », latinekaet e Cacus) a oa ur ramz, hanter-den, hanter-satir, mab d'an doue Hefaistos, tri fenn dezhañ, hag o-zri a dufe tan ha moged. Klopennoù gwadek tud varv a veze a-ispilh ouzh toull e vougev en Italia, e Latium, e-harz menez Aventinus.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Herakles a gasas an ejened laeret digant Geryon da-vetek an Tiberis, en Italia, hag a vanas kousket tra ma oant o peuriñ. Kakos a laeras eizh anezho, hag evit na vije ket kavet e sachas anezho a-souz, dre o lost, betek e vougev. Prest edo an haroz da guitaat ar peurvan pa stagas e oc'hen da vlejal ha pa voe respontet dezho gant blejadeg all ar re a oa kuzhet er vougev. Hag Herakles gant ar gounnar da redek davito. Met ur pikol karreg a oa ouzh toull ar vougev, dalc'het gant chadennoù a oa bet goveliet gant e dad Hefaistos. Na 'vit se ! Bountañ ha sachañ a reas war ar reier, da ober lec'h da dremen, ha lammat er vougev.