James Cook
Moraer, ergerzher hag ur c’hartennaouer saoz e voe James Cook (Marton, Bro-Saoz, 27 a viz Here 1728 - Bae Kealakekua, Hawaii, 14 a viz C'hwevrer 1779). Gant e deir beaj er Meurvor Habask e touaras war an inizi pennañ er mor-se.
Mab e oa d’ul labourer-douar deuet eus Bro-Skos da Middlesbrough (Yorkshire) hag ez eas d’ar skol betek e zaouzek vloaz. Gant e dad e labouras goude-se ha diwezhatoc’h e kavas labour evel deskard en ur stal vihan en ur porzh pesketa e biz Bro-Saoz. Gant-se, a lavarer, e tizoloas bed al listri, hag e teuas da vezañ sot ganto. Lakaet e voe da vous war batimantoù a rae kenwerzh ar glaou e Mor an Hanternoz ha goude-se er Mor Baltel. Diskouez a rae bezañ barrek ha kinniget e voe dezhañ mont e penn ul lestr da 27 vloaz. Met divizout a reas Cook mont er Royal Navy (morlu ar Rouantelezh-Unanet). Kemer a reas perzh er Brezel Seizh Vloaz, war aodoù Kanada, hag eno e tiskouezas bezañ barrek evel kartennaouer. Gantañ e voe savet kartennoù eus aber ar stêr Sant-Laorañs hag eus an Douar-Nevez. Sachet e voe evezh ar Royal Society (ur gevredigezh ouiziek) war e labour. Ha goulennet e voe digantañ kemer penn al lestr Endeavour, da gas skiantourien betek ar Meurvor Habask da arsellet tremenadenn Gwener dirak an heol. War bourzh an Endeavour e oa steredoniourien ha louzawourien.
An Endeavour a loc’has eus Bro-Saoz e 1768 evit mont, dre ar C’hab Horn, betek Tahiti ma oa ar skiantourien d’ober o labour. Eno e tilestras Cook d’an 13 a viz Ebrel 1769. Pal ar skiantourien oa jediñ an hed zo etre Gwener hag an Heol. Ur wech ma oa bet arsellet tremenadenn Gwener dirak an heol d’an 3 a viz Mezheven ha ma oa bet graet ar jedadennoù rekis, e loc’has James Cook war-zu ar c’hornôg. Un eil pal a oa gant ar veaj : ergerzhout su ar Meurvor Habask, evit klask roud eus ur c’hevandir “martezeüs” eno, anvet Terra Australis. Gant harp un den eus Tahiti, anvet Tupaia, e voe tizhet aodoù Zeland-Nevez gantañ. An eil Europad e oa James Cook o kavout an aodoù-se, pa oa bet an Izelvroad Abel Tasman eno e 1642 dija, tremen kant vloaz abretoc’h. Gant Cook e voe savet kartennoù resis eus ar vro hag e tiskouezas ma oa div enezenn vras eus Zeland-Nevez, en ur zizoleiñ ar strizh-mor zo etre enez an Norzh hag enez ar Su ha zo anvet bremañ diwar e anv (Strizh-mor Cook).
Evel-se e prouas ne oa ket Zeland-Nevez un tamm eus ur c’hevandir brasoc’h, en desped da gredennoù skiantourien zo. Goude-se e ouelias war-zu ar c’hornôg adarre, da glask adkavout Douar Van Diemen, a oa bet kavet gant Tasman (Tasmania hirie). En norzh en em gavas pelloc’h avat, war aod gevred Aostralia. An Europa kentañ e oa o touarañ eno, d’an 20 a viz Ebrel 1770. Heuliañ a reas an aod etrezek an norzh goude-se, evit sevel kartennoù, ha dilestrañ e Botany Bay, el lec'h m'emañ Sydney bremañ. Gant e strobad skiantourien e teskrivent loened ha plant a oa dianav da Europiz betek-henn. Pelloc’h en norzh e voe gwelet ganto ul loen a voe anvet kangourou, un amprest digant yezh ur bobl eus Aostralia, ar guugu yimidhirr. Kentañ gwech ma tilestras Cook ha ma welas tud eus ar vro, henvroidi Aostralia, e voe maget disfiz eus an daou du. Diwezhatoc’h avat e voe eskemmoù etre tud Cook hag an henvroidi hag evel-se e voe desket ar ger kangourou gant ar vagad Europiz. Goude bezañ tremenet e saozneg e tremenas ar ger e yezhoù all Europa. Ret e voe d’al lestr chom a-sav e-pad meur a sizhun da vezañ addreset, goude bezañ bet gwallgaset o tremen war ar gloued koural zo anezho a-hed an aod. Ur wech adingalet kement-se, e voe lakaet da ouel war-zu an norzh adarre. Treuzet e voe Strizh-mor Torres gant an Endeavour, ar strizh-mor zo etre Aostralia ha Ginea-Nevez, a oa bet ergerzhet gant ar Portugalad Luis Váez de Torres e 1604. Betek-henn e oa chomet yac’h ha dibistig an holl e bourzh al lestr : den ne oa bet tizhet gant ar skorbud, ur c’hleñved a bake alies ar voraerien d’ar mare-hont koulskoude. Kement-se, a-drugarez da evezh James Cook a c’houlenne digant e vartoloded debriñ frouezh eus ar genad Citrus ha kaol-go, diwar ali ar mezeg James Lind ha pa ne ouijed ket mat perak e tiwalle seurt boued diouzh ar skorbud. Tro inizi Java ha Sumatra a voe graet gant James Cook ha diskouez evel-se e oant div enezenn distag. Hogen, en trowardroioù da Batavia, kalz a dud e bourzh a voe tizhet gant ar malaria ha kleñvedoù all a rae o reuz dre eno. Hag a-raok distreiñ da Vro-Saoz en-dro, e 1771. Ouzhpenn unan a varvas gant an ergerzhadenn, evel an Tahitiad Tupaia, al louzawour Herman Spöring pe ar steredoniour Charles Green. Pa voe distroet da Vro-Saoz ez embannas James Cook e zeizlevr. Un haroz e teuas da vezañ e-touez ar skiantourien, e-kichen al louzawouer Joseph Banks hag a oa bet e bourzh al lestr ivez. Diwar anv al lestr, an Endeavour, e voe badezet an egorlestr Endeavour, a voe bannet gant ar Stadoù-Unanet e 1992.
Ur wech deuet en-dro da Vro-Saoz e voe anvet da gomandant ha kinniget d’ar roue Jorj III. E 1772 e loc’has en-dro, e penn al lestr Resolution, kaset gant ar Royal Society da glask an Terra Australis adarre, pa soñjed e oa Aostralia un tamm eus ar c’hevandir-se. Ul lestr all a oa gantañ, an Adventure, renet gant Tobias Furneaux. Pell mat war-zu ar su ez ejont ha treuziñ Kelc'h Antarktika d’ar 17 a viz Genver 1773. Mont a reas tost da Antarktika, kent treiñ war-zu inizi ar Meurvor Habask. Dispartiet e voe an eil lestr diouzh egile ha ez eas an Adventure betek Zeland-Nevez, a-raok distreiñ da Vro-Saoz. James Cook a zilestras en Inizi Cook a oa bet gwelet gantañ e 1770 hag a voe roet e anv dezho diwezhatoc’h. E 1774, war hent an distro, e tilestras war an inizi Vanuatu, an inizi Tonga, an inizi Markiz hag Enez Pask. Pelloc’h war e hent distro ec'h ergerzhas inizi Georgia ar Su ha Sandwich ar Su. Gant an eil beaj-se e voe lakaet un termen da vojenn an Terra Australis, met moarvat e welas Cook skornegi Antarktika. Ur wech distroet da Vro-Saoz e voe anvet James Cook da ezel eus ar Royal Society ha da gabiten hag e voe kinniget dezhañ kuitaat ar morlu ha bezañ karget eus Ospital Greenwich. Hogen fellout a rae da James Cook kenderc’hel da verdeiñ.
Raktreset e voe sevel un trede beaj evit mont da glask an Tremenadenn dre ar Gwalarn : en ur loc’hañ eus ar Meurvor Habask e klaskfe Cook tizhout ar Meurvor Atlantel, ha klask ober tro Amerika dre an norzh.
An trede beaj (1776-1779)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou lestr a oa evit an trede beaj adarre: renet e oa ar Resolution gant James Cook hag an Discovery gant Charles Clerke. Kuitaat a rejont Bro-Saoz e miz Gouere 1776, ha mont etrezek Tahiti da gentañ. Alehont ez ejont war-zu an norzh ha kavout inizi a voe badezet ganto da gentañ an Inizi Sandwich, diwar anv un nobl a oa e penn ar Royal Navy, a reer Hawaii bremañ. Eus Hawaii e lakajont da ouel adarre evit tizhout aodoù kornôg Amerika. War aodoù Enez Vancouver e errujont e miz Meurzh 1778. Kartennoù eus aodoù kornôg Amerika voe savet gant Cook, deus Kalifornia betek Strizh-mor Bering. Tremen dre ar strizh-mor a voe dibosubl dezho, abalamour d’ar skorn, hag e rankjont distreiñ war o c’hiz. Mont a rejont da Hawaii en-dro e deroù 1779. Laeret e voe eno ur c’hanod digant ar Saozon gant tud deus ar vro. C’hoant en doe Cook lakaat herzel roue Hawaii, Kalaniopuu. Bec’h a savas etre James Cook hag an enezourien. Tennet e voe war tud Hawaii gant ar Saozon en un emgann war an aod ha setu penaos e voe lazhet James Cook. Eno e varvas d’ar 14 a viz C'hwevrer 1779, e Bae Kealakukea.
Clerke a gemeras penn an daou lestr hag a glaskas, adarre, tremen dre Strizh-mor Bering, met en aner. Distreiñ a reas an div vag da Vro-Saoz e 1780.