Mont d’an endalc’had

Isfahan

Eus Wikipedia
Moskeenn an Imam, war ar blasenn Naqsh-e Jahan pe plasenn an Imam, en Isfahan

Isfahan pe Esfahan (اصفهان e perseg) zo ur gêr vras e-kreiz Iran. Hi eo an trede kêr vrasañ er vro, gant 2,52 milion a annezidi (2006). Pennlec’h proviñs Isfahan eo. Emañ war-hed 340 km er c’hreisteiz da gêr-benn ar vro, Tehran.

Gwechall e oa Isfahan ur gêr a bouez war Hent ar Seiz, hent ar varc’hadourien a rae kenwerzh etre Sina hag ar Mor Kreizdouar. Aloubet e voe gant an Arabed e 643. En XIvet kantved e oa ar mezeg ha prederour Avicenna o vevañ enni. Aloubet e voe Isfahan gant Timur Leng e 1387, ha lazhet e voe war-dro 70 000 eus an annezidi dre ma oan bet o sevel en e enep. E dibenn ar XVIvet kantved e teuas da vezañ kêr-benn Persia. Goude-se, dindan ren Abbas Iañ, e voe savet kalz eus ar savadurioù brudet a zo e kêr, evel Moskeenn an Imam. Aloubet e voe Isfahan gant Afghaned e 1722 ha kalz a zistruj a voe graet e kêr da neuze.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.