Mont d’an endalc’had

Hilda Whitby

Eus Wikipedia
Hilda Whitby
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhDeira Kemmañ
Anv-bihanHilda Kemmañ
Deiziad ganedigezh614 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBro-Saoz Kemmañ
Deiziad ar marv17 Du 680 Kemmañ
Lec'h ar marvAbati Whitby Kemmañ
TadHereric Kemmañ
Breur pe c'hoarHereswith Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherleanez Kemmañ
Kargabbess Kemmañ
Lec'h annezAbati Whitby Kemmañ
RelijionChristian Kemmañ
Urzh relijielurzh Sant Benead Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Gouel17 a viz Du Kemmañ

Santez Hilda, pe Hild, pe Hilda Whitby (war-dro 614-680), a oa abadez en abati Hortlepool da gentañ, en abati Whitby, en Northumbria, goude. Brudet e oa he furnezh, ha dont a rae rouaned da c'houlenn ali diganti. Lakaet eo bet da santez gant an ilizoù katolik, reizhkredennek, hag anglikan. Meneget e voe hec'h anv e deiziadur Willibrord Utrecht, met anavezet eo dreist-holl gant oberenn Beda Venerabilis, an Historia ecclesiastica gentis Anglorum, e 731, ma ra anv eus ar Saozon o vont da gristenien.

Ganet e oa Hilda pe Hild e lez Ceredig ap Gwallog, roue brezhon Elmet, ma oa repuet he zad Hereric, forbannet diouzh lez he goureontr, ar roue Edwin Northumbria. Kontammet e voe he zad.

Goude e vevas gant he mamm Breguswith hag he c'hoar henañ Hereswith, e lez Edwin. Badezet e voe d'an 12 a viz Ebrel 627 (da Sul Fask) el lec'h ma voe savet iliz-veur York, war un dro gant ar roue Edwin ha tud e lez, gant Paulin, kentañ eskob York, misioner deuet eus lez ar roue Æthelburg, roue Kent.

Ur pennadig goude e timezas Hereswith da Æthelric, breur da Anna East-Anglia.

Gant Bede n'eus ger diwar-benn dimeziñ ebet graet gant Hilda.

En abati Whitby ma oa abadez eo e vije bet bodadeg eskibien


Lidet e vez d'ar 17 a viz Du gant an Iliz katolik ha d'an 19 a viz Du gant an Iliz anglikan.