Fausta Flavia Maxima
Flavia Máxima Fausta (Roma, 293- Roma, 327) zo ur briñsez roman, merc'h d'an impalaer Maximianus ha da Eutropia. En 307 e voe dimezet da Constantinus Iañ, a rankas neuze kuitaat Minervina. Gant an eured-se e klaske he zad mestroniañ an Detrarkiezh gant skoazell e vab-kaer.
Pa droas Maximianus a-enep Constantinus e 310 eo Fausta an hini a ziskulias an irienn hag a gasas he zad da goll. Daou vloaz goude e welas e Roma korf he breur Maxentius mac'hagnet gant he fried, goude e drec'hadenn en emgann Pont Milvius.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an istorour bizantat Zosimus an Istorour e vije orgedet ouzh he lezvab Crispus, mab da wreg kentañ Constantinus. Nemet ar priñs a nac'has o darempred avoultr, ha hi a oa aet, gant ar gounnar, da damall anezhañ dirak an impalaer Constantinus. Re gredik e voe an impalaer, ha lakaat a reas e vab d'ar marv. Pa ouias ar wirionez e lakaas mougañ e wreg en ur gibellad dour tomm en 327.
An impalaer a c'hourc'hemennas damnatio memoriae he fried, ha diwar-se ne van skrid ebet eus he gwallblanedenn. Hervez an istorour Paul Stephenson : "Eusebius, ne ra meneg ebet nag eus Crispus nag eus Fausta en e vuhezskrid eus Constantinus, betek diverkañ anv Crispus eus doare diwezhañ e Istor an Iliz (X.9.4)". Gwashañ pezh zo, ne voe ket ket dizarbennet an urzh-se gant he bugale pa renjont.
Alioù kontrol
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ger ebet n'haller lenn e skridoù istorourien an amzer. Lod hiriv a gred en avoultriezh, lod all en un irienn steuet gant ar mab.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mamm e voe Fausta da c'hwec'hbugel. Tri mab a voe imapalaerien:
- Constantinus II, impalaer etre 337 ha 340,
- Constantius II, etre 337 – 361,
- Constans Iañ etre 337 – 350.
Teir merc'h he doe ivez:
- Constantina, a zimezas da gendirvi:
- da Hannibalianus
- da Constantius Gallus,
- Helena.
- Fausta.
C'hoarigan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar marv Fausta eo bet savet ar c'hoarigan Fausta, gant Gaetano Donizetti.