Mont d’an endalc’had

Esztergom

Eus Wikipedia
Esztergom, gwelet diwar nij

Esztergom (distaget [ˈɛstɛrɡom] en hungareg ; anvet ivez Strigonium e latin, Ostrihom e slovakeg ha Gran en alamaneg) zo ur gêr eus Hungaria, e hanternoz ar vro. Emañ war lez ar stêr Danav a verk ar vevenn etre Hungaria ha Slovakia. Annezet eo Esztergom gant war-dro 30 000 a dud.

Kêr-benn Hungaria e voe Esztergom, etre an Xvet hag an XIIIvet kantved. Neuze e voe kaset e lez da gêr Buda gant ar roue Béla IV.

En Esztergom emañ sez primad Iliz katolik Hungaria. Brasañ iliz Hungaria eo iliz-veur Esztergom. Eno ivez emañ lez vonreizhel Hungaria.

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.