Mont d’an endalc’had

Gar

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Esker)

Gar a reer eus ezel traoñ korf un den ; dre ma'z eus div c'har e komzer eus divhar un den.

Izili ar c'herzhed eo an divhar. Stag int ouzh al lestr el laez ; an treid zo e traoñ an divhar.

Ent-strizh e talvez gar kement hag al lodenn eus ezel traoñ an dud a zo etre ar glin hag an ufern[1] ; neuze e reer morzhed eus al lodenn a-us d'ar glin ; an divesker hag an divorzhed a ya da ober divhar un den eta.

Blevek e vez divhar an dud vras. Ar merc'hed dreist-holl a gar disvleviñ o divhar, met kemend-all a vez graet gant paotred zo ivez, ar marc'hhouarnerien hag an neuñvierien dreist-holl, evit gounez tizh.

Gar un den, gwelet eus a-dreñv
Eskern divhar un den

Rannbarzhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h rannbarzh pennañ zo e divhar un den, eus al laez d'an traoñ.

  1. Rannbarzh an divglun, etre al lestr hag ar vorzhed.
  2. Rannbarzh an divorzhed, etre an divlez hag an divorzhed.
  3. Rannbarzh an daoulin, etre an divorzhed hag an divesker.
  4. Rannbarzh an divesker, etre an daoulin hag an daouufern.
  5. Rannbarzh ar chouk-troad, eleze ar c'houbloù etre an divesker hag an daoudroad.
  6. Rannbarzh an daoudroad.
  • Hirañ eskorn skeledenn un den eo askorn ar vorzhed, etre al lez hag ar glin.
  • Ar padelleg eo askorn ar glin.
  • Ar skin hag ar spilhenn eo an daou askorn a zo etre ar glin hag an ufern.
  • An askorn fer hag an askorn seul zo dindan an ufern hag a-dreñv an troad.
  • Seizh askorn ar souk, pemp askorn ar c'hreiztroad ha pevarzek oeñs a ya da ober an troad.
Kigennoù tal an divorzhed
Kigennoù an divesker

Da 56 e sav an niver a gigennoù a laka gar un den d'e zerc'hel sonn ha da fiñval (kerzhet, lammat, azezañ, hag all) : 14 e rannbarzh an divglun, 14 e rannbarzh an divorzhed, 14 e rannbarzh an divesker, ha 12 e rannbarzh an daoudroad.

Kreñv-tre eo kigennoù an divorzhed, pa rankont dougen ar c'horf. Etre an daoulin hag an daoudroad emañ kigennoù ar c'hofoù-gar ; pouezus int pa gerzher, pa lakaont ar gwad da redek en divhar a-bezh.

  • El lez emañ an dalmerenn a-glun diavaez.
  • D'he heul emañ talmerenn ar vorzhed, a zispak 6 talmerenn all.
  • D'he heul emañ talmerenn an arzell, a zispak 7 talmerenn all tro-dro d'ar glin ; tu a-dreñv an daoulin eo an daouarzell.
  • Er c'hof-gar, an dalmerenn araok a-skin a zispak 5 talmerenn tro-dro d'ar padelleg, endra emañ an dalmerenn araok a-skin en arzell.
  • En troad emañ penndalmerenn an troad, a zo da-heul an dalmerenn araok a-skin.

Ar gwazhiennoù a heuilh an talmerennoù evit adkas ar gwad d'ar galon. ==Nervennoù Pemp nervenn bennañ zo e gar un den : nervennoù ar c'hof-gar, a zo rannet etre an nervenn diavez, an hini ziabarzh ha hini ar spilhenn ; an nervenn a-spilhenn don ; an nervenn a-skin.

  • Pav a vez lavaret eus gar ul loen dre vras, met gar a lavarer pa gomzer eus iizili ur marc'h.
  • Hirc'hareged a reer eus an evned a zo hirc'harek, evel ar gerc'heiz, a chom en o sav war ur c'har hepken.
  • Disheñvel-krenn ouzh gar un den eo gar un amprevan

Surjianerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar sent Kosmas ha Damian o treuzplañtañ ur c'har nevez ouzh un den, XVIvet kantved

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gar er
wikeriadur, ar geriadur frank.

C'hoarvezout a ra e ve ret troc'hañ gar un den outañ, goude ur gwallzarvoud, da virout ouzh ar brein-krign.

Pa ne chom nemet ur c'har ken gant un den e rank kerzhout gant flac'hioù.

Troioù-lavar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kavout, kemer, tapout hed e c'har : tec'hel kuit.
  • Lezel hed e c'har gant un den : lezel frankiz da vont gantañ.
  • Mont evel gar ur c'hi en ur sac'h : na zegouezhout mat, pa gomzer eus dilhad peurliesañ.
  • Ober e astenn gar diwezhañ : mervel.
  • Ober gar d'un den bennak : astenn ur c'har da lakaat un den da gouezhañ.
  • Stagañ e c'har/he gar ouzh gar un den bennak : dimeziñ.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]