C'hartoum
Neuz

C'hartoum pe Al-C'hartoum (الخرطوم, al-Kharṭūm en arabeg, Khartoum e galleg hag e saozneg) eo kêr-benn Soudan. Emañ e kember an Nil Gwenn, a zeu eus al Lenn Victoria, hag an Nil Glas a red eus Etiopia. Diwar kengej an div stêr-se e red an Nil war-zu an hanternoz, betek ar Mor Kreizdouar.
Ouzhpenn daou vilion a dud zo o chom e C'hartoum.