Arme Dieubidigezh Pobl Sina
Rann eus | Strollad Komunour Sina |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1 Eos 1927 |
Lealded | Strollad Komunour Sina, Republik Pobl Sina |
Perzhiad e | Vostok 2018 |
Diazezer | Strollad Komunour Sina |
Den e penn an aozadur | Chairman of the Central Military Commission of the People's Republic of China, Chairman of the Central Military Commission of the Chinese Communist Party |
Ger-stur | Serve the People |
Testenn ar ger-stur | 为人民服务 |
Stad | Republik Pobl Sina |
Daveennoù douaroniel | 39°56′55″N 116°7′59″E |
Perc'henn war | Q24831692 |
Sez sokial | Beijing |
Erlec'hiañ a ra | Eighth Route Army, New Fourth Army, Northeastern People's Liberation Army, Ili National Army |
Lec'hienn ofisiel | http://eng.chinamil.com.cn/, http://www.81.cn/, http://www.81.cn/?big=fan |
Banniel (deskrivadur) | flag of the People's Liberation Army |
Istor | history of the People's Liberation Army |
Commanded by | Xi Jinping |
Arme Dieubidigezh Pobl Sina (sinaeg: 中国人民解放军, pinyin: Zhōngguó Rénmín Jiěfàng Jūn) anvet da gentañ Arme Ruz Sina, eo nerzh lu milourel Republik Sina hag ar strollad komunour sinaat. Arme Dieubidigezh Pobl Sina a zo rannet e pemp skourr: an douarlu, ar morlu, an aerlu, ar banner roketennoù hag an nerzh harp strategiel. An unvezioù ledet dre ar vro a zo suj da unan eus ar pemp tachenn strategel. Arme Dieubidigezh Pobl Sina ezo an nerzh milourel brasañ a-fed niver a soudarded dre ar bed hag an eil a-fed ar budjed.
Unan eus an armeoù o vodernaat ar buanañ eo er bed gant galluster da zont da vezañ un nerzh milourel bras, gant nerzhioù difenn lec'hel kreñv met ivez nerzhioù kas. Sina eo an trede ezporzhier armoù er bed.
Kefridioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Penn ar C'huzul kreiz milourel Hu Jintao en doa displeget penaennoù Arme Dieubidigezh Pobl Sina:
- Kreñvaat nerzh galloud ar Strollad Komunour
- Gwareziñ riegezh Sina, anterinded an tiriad, ar surentezh diabarzh evit kenderc'hel an dioroadur vroadel
- Difenn interestoù broadel Sina
- Difenn ar peoc'h dre ar bed
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil brezel etre Sina ha Japan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet Arme Dieubidigezh Pobl Sina d'ar 1añ a viz Eost 1927 e-pad Emsavadeg Nanchan pa oa bet soudarded eus ar C'huomintang (KMT) o emsevel a-dreñv Zhu De, He Long, Ye Jianying ha Zhou Enlai goude lazhadeg ar gomunisted gant Tchang Kai-chek. Graet e oa bet anezho Arme Ruz al labourien ha peizanted sinaat, pe simploc'h an Arme Ruz. Etre 1934 ha 1935, an Arme Ruz a oa deuet a-benn da zreistbevañ en desped da gampagnoù brezel lies kaset gant Tchang Kai-chek a-enep dezhi.