Mont d’an endalc’had

Ankylosauria

Eus Wikipedia
Euoplocephalus

An Ankylosauria a zo diwanet war-dro 80 milion a vloavezhioù 'zo e-doug ar C'hretase e Norzhamerika. Un isurzhad eo.

Al loened geotdebrer-se a oa dinosaored bras-kenañ o c'hein hobrejonet, dezhe betek 10 metr hed ha 2,5 uhelder. Plakennoù askornek hir o devoa a-hed o c'horf adalek penn o lost betek o gouzoug ha penn o moj. Ken disi e oa o hobrejon ma oa gwarezet malvennoù o daoulagad gant plakennoù askornek bihan. Pa zegouezhe gante en em gavout gant ur preizher bras, evel an Tyrannosaurus, e oa trawalc'h dezhe mont en o c'hluch da vezañ gwarezet penn-da-benn. Ouzhpenn 1 000 askorn o devoa a-drugarez d'an harnez-se.

Ar vataraz askornek e penn o lost a c'halle freuzañ pavioù ur bern preizherien en o zouez an Tyrannosaurus.