A Christmas Carol
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/ff/Marley%27s_Ghost_-_A_Christmas_Carol_%281843%29%2C_opposite_25_-_BL.jpg/220px-Marley%27s_Ghost_-_A_Christmas_Carol_%281843%29%2C_opposite_25_-_BL.jpg)
A Christmas Carol (Ur Ganaouenn Nedeleg) zo ur gontadenn gant ar skrivagner saoz Charles Dickens hag embannet e Londrez d'an 19 a viz Du 1843 gant Chapman & Hall. Skeudennaouet e oa bet gant al ludresadenner John Leech.
Kontañ a ra istor un den drouk ha pizh-skragn, Ebenezer Scrooge e anv. Da noz Nedeleg, seizh vloaz goude marv e geveler, hag a oa ken drouk hag eñ, e wel Ebenezer Scrooge tri seblant : hini Nedeleg tremenet, hini Nedeleg a-vremañ, ha hini Nedeleg da zont c'hoazh. Pa zihun ar paotr kozh en deiz war-lerc'h eo deuet e galon da vezañ tener, ken laouen eo Ebenezer Scrooge o vezañ bev c'hoazh goude un nozvezh spontus.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a film a zo bet sevenet diwar an danevell.
- 1910 : ur film digomz du ha gwenn, sevenet gant J. Searle Dawley, Charles Kent, Ashley Miller. Aktourien : Charles Ogle, Marc McDermott
- 2001 : ur film bevaat, sevenet gant Jimmy T. Murakami. Mouezhioù : Simon Callow, Kate Winslet, Nicolas Cage, ...
- 2009 : ur film bevaat, sevenet gant Robert Zemeckis ha produet gant Walt Disney Pictures. Ebenezer Scrooge eo an aktour stadunanat Jim Carrey.