Mont d’an endalc’had

.38-40 Winchester

Eus Wikipedia
.38-40 Winchester
Skeudenn ar pennad .38-40 Winchester

A gleiz da zehou : kartouchennoù .40 S&W, .38-40 Winchester, .44 Special ha .45 ACP
Doare
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mare implij Abaoe 1874
Mare produiñ 1874 - 1937 ; abaoe 1993
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 10,17 mm
Ø trogleuziñ 10,01 mm
Ø kolier 10,58 mm
Ø skoaz 11,54 mm
Ø korf an douilhez 11,93 mm
Ø strad 13,3 mm
Tevder ar strad 1,7 mm
Hirder an douilhez 33,1 mm
Hirder ar gartouchenn 40 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 12 g
Tizh o vont e-maez V0 350 m/s
Energiezh ar vannadell 729 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .38-40 Winchester, anvet ivez .38-40 WCF (evit Winchester Center Fire) pe 10,17 × 33 mm R (e anv metrek) zo ur munision armoù-tan hiniennel krouet e 1874 gant an embregerezh stadunanat Winchester, ha gwerzhet evit ar wech kentañ evit adstumm ar garabinenn Model 1873 kambret evitañ[1]. Deveret eo eus ar gartouchenn .44-40 Winchester pa oa Winchester o klask kinnig ur gartouchenn gant nebeutoc'h a argil. Savet e oa bet evit ar fuzuilhoù da gentañ. Paouezet e oa bet e broduiñ er bloavezhioù 1930, met distroet eo a-drugarez d'ar c'henstrivadegoù Cowboy Action Shooting krouet e deroù ar bloavezhioù 1980 er Stadoù-Unanet.

E-touez an armoù brudetañ bet kambret e .38-40 Winchester e kaver ar Colt Single Action Army pe ar Smith & Wesson Model 3[1].

  1. 1,0 ha1,1 (en) CAMPBELL Dave, The .38-40 Winchester Center Fire: History & Performance, war American Rifleman, 01/09/2022 (lennet d'an 30/08/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan