.44-40 Winchester
.44-40 Winchester | |
---|---|
Ur gartouchenn .44-40 Winchester (a-gleiz) | |
Doare | |
Kalibr | .44 |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Mare implij | Abaoe 1873 |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 10,8 mm |
Ø kolier | 11,3 mm |
Ø skoaz | 11,6 mm |
Ø korf an douilhez | 12 mm |
Ø strad | 13,3 mm |
Tevder ar strad | 1,7 mm |
Hirder an douilhez | 33,1 mm |
Hirder ar gartouchenn | 40,4 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | Etre 13 ha 15 g |
Tizh o vont e-maez V0 | Etre 300 ha 379 m/s |
Energiezh ar vannadell | Etre 680 ha 933 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar .44-40 Winchester, anvet ivez .44 Winchester, .44 WCF (Winchester Center Fire) pe .44 Largo er broioù spagnolek, zo ur munision armoù-tan hiniennel krouet ha gwerzhet adalek 1873 gant an embregerezh stadunanat Winchester evit ar garabinenn Winchester Model 1873. Dont a ra e anv eus e galibr (.44 meutad) ha deus ar gargad poultr du a oa ennañ (40 greunenn). Anvet e voe .44-40 pa grogas an embregerezh Union Metallic Cartridge Co. da broduiñ e stummoù dezhañ e-unan.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poblek e teuas da vezañ e fin an XIXvet kantved. Armoù kambret evit ar gartouchenn-mañ a voe kinniget gant embregerezhioù all, evel ar revolverioù Colt Frontier 6-Shooter (un adstumm d'ar Single Action Army) hag ar Smith & Wesson Model 3. En hanterenn gentañ an XXvet kantved ez eas diwar-c'hiz. Kemeret e voe e blas e kalz armoù gant ar munisionoù .30-06 Springfield da skouer. Ur munision ral eo hiziv-an-deiz hag a vez implijet gant dastumerien armoù kozh dreist-holl.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP