Mont d’an endalc’had

Tux

Eus Wikipedia
Tux ar Mank, maskotenn Linux (Tresadenn orin gant Larry Ewing graet gant GIMP)

Tux eo maskotenn ofisiel Linux. E implij a zo dieub ha kavet e vez e meur a logo kenwerzhel pe amatour liammet gant Linux.

Tresadenn an dudenn a zo bet choazet goude ur genstrivadeg aozet e 1996 ma oa aet ar maout gant Larry Ewing. Implij a ra GIMP, ar poellad dieub pennañ implijet war Linux hag a servij da grouiñ pe cheñch skeudennoù pe tresadennoù. Un dudenn ijinet eo, hag a ziskouez ur seurt mankig glas. Ar soñj a oa bet roet gant Alan Cox[1] ha peurechuet gant Linus Torvalds,[2] krouer kraoñell Linux.

Linus a zo bet awenet gant ur poltred[3] en deus kavet war ul lerc'hienn FTP[4], o tiskouez tudennig ur mank o tennañ da tudennoù Creature Comforts gant Nick Park[5].

An anv a zo bet kinniget gant James Hughes. Dont a ra deus ar ger amerikan tuxedo lerc'h m'eo bet lammet an dibenn, ar ger o talvezout « smoking ». James Hugues, en ur mail kaset an 10 a viz Even 1996, a ginnig ur retro-gwreskanv savet gant ar gerioù Torvalds hag Unix[6].

Tu 'zo a lare ne oa ket ar maskotenn gwall vat evit skeudenn Linux dre ma ne oa ket ar mank ul loen galloudus-tre[7]. Linus Torvalds en deus respontet ne soñjfe den ebet da se ma vefe karget gant ur mank korrig, a red buan hag en deus ur pigoz kalet-tre[8].

Ur mank Adelie

Maskotenn Linus a zo ur Mank.

Kalz a dud a soñj eo maskotenn Linux ur pengouin, dreist-holl peogwir e saozneg, ar ger mank a zo penguin. Ar pezh a vez lâret e brezhoneg evel ur erev a zo ul labous eus an emisferenn norzh eus familh an alcidae, a c'hell nijal, padal, ar mank na vev nemet en emisferenn su. Er yezh pemdezieg, implij ar gêr "erev" e plas "mank" a zo un drougimplij eus ar yezh a c'hoarvez alies-tre[9].

Tux na ziskouez gouenn ebet eus an 19 a zo war ar voull, memes ma tenn d'ur mank Adeli, ha ma Linus Torvalds en deus kavet e tenne d'ur mankig glas. Kontet e vez eo bet dantet gant ur mank e-pad unan eus e veajoù. Kalz a arzourien o deuz graet stummoù all. En disorc'h e vez kalzig a krouadurioù fentus[10]..

E-barzh dasparzhadurioù zo eus Linux evez gwelet Tux e-pad ar boot. Tux a zo un tudenn eus ar webcomic User Friendly. TUX a zo anv ur servijer web diazezet war Linux.

C'hoarioù video

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tux as the player character protagonist of SuperTux

Tux en deus kemeret perzh e kummuniezh Linux evel Mario e hini Nintendo. Dre-se, ur bern c'hoarioù urzhiataer, an aliesañ poelladoù frank hag open-soucre evit Linux. En o zouez :

Tux er sevenadur poblek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[[Image:Ebu tux.JPG|thumb|280px|Tux, e tal an EBU.

  • Er RPG war internet DragonFable, al loenig mank a zo anvet Linus, e liamm gant Linux Torvalds, skrivet eo zoken er c'hoari ez eo a-enep Windows.
  • Er webcomic c'hoarierien Ctrl+Alt+Del, Scott, un implijer Linux en deus ur mank anvet Ted.
  • Tu zo gwelout Tux er film Surf's Up
  1. Re: Linux logo, Alan Cox, 2 a viz Mae 1996
  2. Re: Linux Logo prototype., Linus Torvalds, 9 a viz Mae 1996
  3. Ar poltred en deus awenet Linus Torvalds
  4. Re: Linux logo, Linus Torvalds
  5. Creature Comforts: I ate so much war YouTube
  6. A Complete History of Tux, Why is He Called "Tux"?
  7. But aren't Penguins a bit - well - feeble?
  8. Linux v2.0 released : Linus Torvalds war comp.os.linux.announce
  9. Patrom:Entrée TLFi
  10. Kummuniezh tud o kenderc'hel tresadennoù Tux
  11. [1] - Age of Empires III listenn anvioù chas (e Japaneg)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) [2] : Description de Tux par Larry Ewing, son créateur