Mont d’an endalc’had

Nunadur

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Implijet e vez an termen nunadur (en arabeg: تنوين‎ tanwīn, diwar anv al lizherenn ن‎ nūn) evit komz eus an degouezhioù ar fed ma vez staget al son -n ouzh dibenn un anv-kadarn pe un anv-gwan e yezhoù semitek 'zo, dreist-holl an arabeg evit merkañ ar fed m'eo amreizh, da skouer:

En arabeg klaskel e kaver daou doare da verkañ an anvioù-kadarn hervez ma'z int strizh pe amstrizh:

al lostgerioù -u, -i, -a staget ouzh anvioù-kadarn er status determinatus (strizh dre implij ar ger-mell strizh al-) hag er status constructus;
al lostgerioù -un, -in, -an staget ouzh anvioù-kadarn er status absolutus (amreizh):

Da skouer:

  • al-bābu - 'an nor' (strizh)
  • bābun - '(un) nor' (amstrizh)

Alies e vez skrivet an nunadur evel-hen: ً ‎ -an; ٌ ‎ -un; ٍ ‎ -in.

Dre ma n'eus ger-mell amstrizh ebet en arabeg e vez lakaet da amstrizh peurliesañ an holl anvioù-kadarn hep merk strizhder ebet. Ha koulskoude n'eo ket amstrizh atav un anv-kadarn implijet hep merk strizhder ebet (d.l.e ar ger-mell strizh al-) rak ne vez ket implijet ar ger-mell gant anvioù divoutin, strizh an holl anezhe. N'eo ket kevatal neuze an nunadur da verk an amstrizhder, da skouer:

أشهد أن محمدا رسول الله (‘ashhadu 'anna Muḥammadan rasūlullāh
('Testeniañ a ran ec'h eo Mouhamad kannad Doue')

Er skouer-mañ e kavet an anv-kadarn divoutin strizh "Mouhamad" merket gant an nunadur.

Ne ra ket ken gant an nunadur nag an arabeg komzet nag ar rannyezhoù arabek.

Gwelit ivez: