Mont d’an endalc’had

760

Eus Wikipedia
Kantvedoù
7vet kantved - 8vet kantved - 9vet kantved
Dekvloazhiadoù
730740750 - Bloavezhioù 760 - 770780790
Bloavezhioù
757758759760761762763
760 dre danvez
Politikerezh
Pennoù stad - Broioù emren
Ganedigezhioù ha marvioù
Ganedigezhioù - Marvioù
Savadurioù ha dispennadurioù
Savadurioù - Dispennadurioù
760 e deiziadurioù all
Deiziadur juluan 760
DCCLX
Ab urbe condita 1513
Deiziadur armenian 209
ԹՎ ՄԹ
Deiziadur Bahá'í -1084 – -1083
Deiziadur berberek 1710
Deiziadur boudaek 1304
Deiziadur sinaek 3396/3456-Kemennad faziek : dianav eo an arouezenn boentaouiñ "[".-Patrom:Chinese calendar/day/57/35
(己亥年月日)
— da —
3397/3457-11-20
(庚子年十一月二十日)
Deiziadur koptek 476 – 477
Deiziadur etiopek 752 – 753
Deiziadur hebraek 4520 – 4521
Deiziadurioù hindouek
 - Vikram Samvat 815 – 816
 - Shaka Samvat 682 – 683
Deiziadur holosenek 10760
Deiziadur iranek 138 – 139
Deiziadur islamek 142 – 143
Deiziadur japanek
 - Bloavezh impalaerel Kōki 1420
(皇紀1420年)
Deiziadur korean 3093
Deiziadur heolek Thai 1303


Ar bloaz 760 a zo ur bloavezh bizeost hag a grog ur Meurzh.

  • Ebrel : skoulmañ a ra an dug Autchaire hag an eskob Remedius, kaset gant roue ar Franked Pepin ar Berr, un emglev gant ar pab Paol I ha roue ar Lombarded Dider : asantiñ a ra Paol da baouez arc'hiñ tiriadoù bennak ha da baouez klask lakaat ur warezveliezh war Spoleto ha Benevento.
  • Taget eo Septimania hag Akitania gant Pepin ar Berr, roue ar Franked. Aloubiñ a ra Carcassona, Toloza, Rodés hag Albi. Rasket eo douaroù an Iliz gant an Dug Waiofar, ha preizhet eo Bourgogn gantañ. Aloubet eo Berry hag Aovergn, dindan beli Akitania, gant Pepin, ha kemeret eo kreñvlec'h Bourbon ha Clermont gantañ. Trec'het eo bagadoù Basked Waiofar gant ar Franked, ha harluet int e Norzh Frankia gant o gwreg ha bugale.
Brezel Pepin ar Berr e Septimania hag Akitania.
  • Emgann Hereford : rouantelezhioù kembreat Brycheiniog, Gwent ha Powys zo trec'h war Mercia hag he roue Offa. En em zieubiñ a reont eus krog an Angl-ha-Saozon.
  • Savet eo Kleuz Offa d'ar mare-se etre Bro-Saoz hag ar rouantelezhioù kembreat.
  • Bac'het er gêr eo bet-impalaer Xuanzong gant an tizhog ofisiel Li Fuguo.
  • En em ledañ a ra Rouantelezh Nanzhao e Su Sina a-vremañ, e korn-bro ar stêr Irrawaddy, da gentañ e Birmania, goude er Su e Norzh Laos ha Thailand.
  • Kregiñ a ra Lu Yu da skrivañ Klasik an Te.
  • Dilezet eo kêr vaya Dos Pilas (e Guatemala a-vremañ) goude bezañ en em savet Tamarindito ha Petexbatún a-enep aotrouien Dos Pilas.

Arzoù ha skiantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 20 Mae : tremen kometenn Halley
  • Diazezet eo iliz Santa Sofia e Benevento gant Dug Lombardia Arechis II.
  • Savet eo templ Kailasa dindan urzh Krishna I, eus an dinastiezh Rashtrakuta (India a-vremañ).
  • Anvet eo Bregowin arc'heskob Kêrgent (Bro-Saoz).

Ganedigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Theophanes ar C'hoñfesor, manac'h bizantion (pe 758).
  • 11 Mae[1] : Gangolf a Avallon, merzher an Iliz katolik.
  • Dumngual III, roue Brezhoned Strat Clut (Bro-Skos a-vremañ).

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jacques-Paul Migne Encyclopédie théologique, 1850