Bourgogn
Bourgogn (galleg: Bourgogne) a zo ur vro istorel, bet stad emren ha goude proviñs c'hall, bremañ er Frañs. Hiziv eo ur rannvro (gwelet: Rannvro Bourgogn).
Kemmoù a-hed an istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- rouantelezh Burgondia, ur rouantelezh varbar savet gant ar Vurgonded;
- Rouantelezh Bourgogn, ur rouantelezh savet er VIvet kantved, diazezet war-dro Arle, e Provañs a hiriv;
- Kontelezh Bourgogn, deuet da vezañ Franche-Comté goude;
- Dugelezh Bourgogn, un dugelezh lec'hiet war-dro Dijon hag a voe pouezus-tre e fin ar Grennamzer, hag a savas he duged a-enep da roue Bro-C'hall.
- Bourgogn, ar rannvro eus Bro-C'hall hiziv.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv Bourgogn eus pobl ar Vurgonded a grouas Burgondia. En amzer Karl Veur hag e ziskennidi e voe ur rouantelezh a Vourgogn, hag ur rouantelezh an Div Vourgogn.
Er Grennamzer eo ret disheñvelout kontelezh Bourgogn diouzh dugelezh Bourgogn.
- kontelezh Bourgogn a oa douar a impalaeriezh, a zo aet d'ober Franche-Comté,
- dugelezh Bourgogn a oa enni kontelezhioù Mâcon, Chalon, Sens, Auxerre, Tonnerre, Nevers, Autun a oa dindan Bro-C'hall.
Neuze enta e oa duged Bourgogn dindan ar roue gall abalamour da zugelezh Bourgogn, da Artez ha da Flandrez, ha dindan an Impalaer abalamour da gontelezh Bourgogn, Gueldre, kontelezh Hainaut, Brabant hag un toullad douaroù all.
Ragistor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eskern zo bet kavet e Solutré a ziskouez e oa poblet ar vro etre -18 000 ha -15 000.
War-dro ar VIvet kantved a-raok ar C'hrist gant Kelted o deus lezet o roudoù (teñzor Vix).
Eno e oa kreiz ar vro o stourm ouzh Romaned Kaezar, betek seziz Alesia. Romanekaet don e voe ar vro. Savet e voe Augustodunum (Autun hiziv), a zeuas da vout ur greizenn a sevenadur galian-roman. Adalek an Eil kantved e voe kristenaet ar vro. Er Vvet kantved e voe rivinet gant ar Varbared. War-dro 450 e voe gwelet ar Vurgonded o tiazezañ hag o sevel o rouantelezh, Burgondia.
Aloubet e voe ar vro gant ar Franked e 534, ur rouantelezh nevez-savet enni (561-687), ha staget goude ouzh Aostrazia ha Neustria gant Pippin Herstal.
Gant feur-emglev Verdun, e 843, e voe rannet Impalaeriezh ar C'hornôg entre tri mab Loeiz an Deol, ha merket an harzoù etre Dugelezh Bourgogn, roet da Karl Voal, ha Kontelezh Bourgogn, pe Franche-Comté, e dalc'h Lotar, a chomo en Impalaeriezh Santel betek ar XVIIvet kantved.
En 879 e teuas lodenn reter ar vro da vezañ kreiz Rouantelezh Bourgogn a en em lede e Provañs ha war lez dehou ar stêr Ron. Adalek an Xvet kantved e veze graet Rouantelezh Arle anezhi, hag en 1032 e tegouezhas etre daouarn an impaler german Konrad II.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout Politikerezh Bourgogn
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout Douaroniezh Bourgogn
Kehentiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout Trañsportoù e Bourgogn
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emdroadur ar boblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout Demografiezh Bourgogn
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout Sevenadur Bourgogn
- Cadole
Skiantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bourgogne zo ivez ur gumun c'hall e departamant ar Marne.
- Gwin Bourgogn a vez graet eus gwin ar vro.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Bourgogne travel guide war Wikivoyage
- (fr) Lec'hienn mirdioù Bourgogn
- (fr) Lec'hienn kuzul-rannvro Bourgogn
- (fr) Touristelezh Bourgogn
- (fr) Gwinioù Bourgogn
- (fr) skrammoù-beilh bourgogn
- (fr) Fotoioù a c'heller ranniñ
- (fr) Centre d'histoire de la vigne et du vin
- (fr) Netbourgogne