Minared
Neuz

Ur minared (diwar an turkeg minare) zo un tour stag ouzh ur voskeenn. Hervez ar mareoù hag al lec'hioù e vez kavet doare minaredoù disheñvel.
Diwar ar minared e vez galvet an dud da bediñ pemp gwech an deiz gant ar muezzin. Hiziv an deiz eo uhelgomzerioù a vez staliet an aliesañ e penn ar minaredoù.