Mont d’an endalc’had

kloareg

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Kavet e krennvrezhoneg cloerec, amprestet digant al latin clēricus.
Da geñveriañ gant klorek e kerneveureg ha cléireach en iwerzhoneg.

Anv-kadarn

kloareg /ˈklwɑːrek/ gourel (liester : kloareged, kloareien, kloer)

  1. Den a iliz.
    • Ar c'hloareg an neus difennet toull dor an iliz, hen e-unan, [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 167.)
    • - [...]. Selaouit hag e vo sevenet ho c'hoant : anavezet he deus ho mamm ur c'hloareg fall endra ma veaje he fried... — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 24.)
    • Soñj hoc'h eus emichañs eus ar c'hloareg diveleget-se na baoueze ket da gas kuit ar venec'h, d'argasiñ al leanezed, da renabliñ madoù an ilizoù, ha d'itrikañ taolioù ken kaer all. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 56.)
  2. Paotr yaouank war e studi beleg.
  3. (Gwir) Den implijet da sevel skridoù un noter.

Gerioù heñvelster

Deveradoù

  • Evañ gwin ha kañjoliñ merc'hed
    Setu dever ar c'hloareg
  • Evañ gwin ha kañjoliñ merc'hed
    Setu kefridi ar c'hloareg

Troidigezhioù

1. Den a iliz
2. Paotr yaouank war e studi beleg
3. Komis-noter