ho pet
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
Furm verb
ho pet /o'pet:/
- Eil gour lies doare-gourc'hemenn ar verb en devout /kaout :
- Ho pet truez outañ, itron vat, ha grit d’ezañ distrei d'ar gêr da garout e dud. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 52.)
- Ho pet fiziañs. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 162.)
- Ho pet soñj da chom sounn. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 105.)
- er stumm nac'h
- N'ho pet ket aon — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 18.)
- N'ho pet ket aon dirazañ ... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 113.)
- N'ho pet ket a nec'h gant kement-se, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 159.)
- — N'ho pet ket aon, emean, me 'zo mestr d'ar blei-man, ha ne glaskan ma-unan nemet ober vad d'ec'h. [...]? — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 96.)