Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Boue
Taolenn skoazell ar Wikeriadur
Er bajenn-mañ eo bet renablet al liammoù talvoudusañ evit kenlabourat ha deskiñ ober gant ar Wikeriadur.
Rannet eo e meur a lodenn kempleshoc'h-kempleshañ a ro an tu da gregiñ gant mont en-dro ha pennaennoù ar Wikeriadur, ar reolennoù da zoujañ dezho, an doare da gemmañ ar pajennoù ha da zegas danvez, mont en-dro ar gumuniezh, an tu « teknikel »…
A-zivout ar Wikeriadur
A-zivout Evit ober ur sell buan war ar pezh ez eo ar Wikeriadur, e istorig, e vont en-dro hollek,...
Goulennoù a zeu ingal Respontoù d'ar goulennoù a zeu ingal diwar-benn ar Wikeriadur.
Dibarderioù ar Wikeriadur Dizoloit ivez petra n'eo ket ar Wikeriadur ha petra ne vo ket kavet amañ.
Lenn-dilenn ar Wikeriadur
Lenn ar pajennoù A zisplego deoc'h an doareoù diseurt da lenn-dilenn pajennoù ar Wikeriadur.
Klask ur bajenn Alies a-walc'h, n'heller ket mont war-eeun betek ar pennad a glasker. Er pennad-mañ e vo roet kement ard a zo da gavout ar pezh a glasker.
Reolennoù
Dont a ra ar reolennoù pe eus ar pennaennoù diazezañ, pe eus disentezioù ar gumuniezh da heul un diviz. Amañ emaint evit ma c'hello ar Wikeriadur mont war-raok ha ma vo plijadur gant an holl :-)
Alioù hollek Un nebeud alioù a-bouez evit kenlabourat gant efedusted.
Dezverkoù evit degemer ar pennadoù Ur bajenn a zisplego deoc'h pere eo ar pennadoù a c'heller degemer er Wikeriadur.
Reolennoù implij ar skeudennoù N'eus nemet an danvez frank a wirioù a vez degemeret.
Ar c'henemglevioù
Ar c'henemglevioù a zo anezho reolennoù dibabet gant ar gumuniezh. Peurvuiañ ez int bet dibabet dre ur votadeg.
Kenemglevioù hollek Penaos frammañ ur pennad, hervez ar yezh, ar gerioù heñvelneuz (a vez skrivet heñvel), hag all.
Kenemglevioù war ar rummadoù Anvadurezh hag aozadur ar rummadoù.
Kenemglevioù war an dipografiezh Reolennoù da zoujañ dezho a-zivout ar berradurioù, an arroudennoù, al lizherennoù-tal, hag all.
Evit krouiñ ur pennad nevez buan hag aes e c'hellit implijout ar c'hrouiñ buan .
Kregiñ ganti
Kont implijer Daoust ma n'eo ket ret kaout ur gont implijer evit kenlabourat ez eo kalz gwelloc'h kaout unan. Gwelit penaos krouiñ ho kont.
Krouiñ ur pennad A-raok kregiñ gant ur bajenn nevez, gwiriekait hag-eñ n'eus ket ur pennad damheñvel er Wikeriadur c'hoazh. Ha goude se, krogit e-barzh !
Penaos kemmañ ur bajenn Setu ni erru bremañ gant al lodenn bouezusañ : kemmañ ur bajenn.
Diazezoù ereadur ar Wikeriadur Aesoc'h eo kemmañ pajennoù pa ouezer penaos ober. Setu aze an ereadur diazez implijet e-barzh pajennoù ar Wikeriadur. N'emañ ket an holl ereadur aze, penaos sevel taolennoù pe enlakaat skeudennoù da skouer, met kavet e vo liammoù war-zu ar pajennoù a zere (er gevrenn Gwelet ivez ).
Liammañ ar pennadoù Ur geriadur mat zo ur geriadur a c'heller tremen aes eus an eil pennad d'egile ennañ. Pa gemmit pe pa grouit pennadoù ez eo ret neuze soñjal lakaat liammoù enno war-zu pennadoù all eus ar Wikeriadur.
Boestad binvioù
Skouerioù eus pennadoù Eilit-pegit ar pajennoù-se a-benn kaout ur framm da leuniañ evit krouiñ pennadoù.
Rummennoù ger Penaos dibab rummenn ar gerioù ha penaos skridaozañ ar pennadoù.
Patromoù talvoudus
Ar patromoù Berrzastumad eus an holl batromoù.
Roll an holl batromoù Ennañ emañ ar pep brasañ eus ar patromoù implijet er pennadoù, evel an titloù kevrennoù hag an talgenoù.
Patromoù evit ur yezh hepken Disheñvel eo ar patromoù evit ar sujidigezhioù pe ar diplegadurioù e pep yezh.
Roll ar yezhoù gant o c'hodoù Ar bajenn-se a zo enni an holl yezhoù o deus pennadoù er Wikeriadur a-gevret gant o c'hod (br evit brezhoneg da skouer).
Mammennoù
Mammennoù yezhel ha Daveoù Mammennoù yezhel evit ar yezhoù diseurt evit sikour da skridaozañ pennadoù.
Implijout skeudennoù ha sonioù
Penaos kargañ ur restr Setu aze penaos kargañ ur restr (skeudenn pe enrolladenn) war Commons .
Penaos skeudennaouiñ ur pennad Gant skeudennoù e c'heller harpañ ster an termenadurioù roet : n'eo ket diaes ouzhpennañ anezho.
Penaos ouzhpennañ un distagadur da selaou Bez' e c'heller pourvezañ un distagadur enrolladet d'ar penngerioù. Ouzhpennet e vez e kevrenn an distagadur gant ar patrom a zere.
Selaou sonioù Mat eo lakaat enrolladennoù, met gwelloc'h eo gallout selaou anezho. Sellit aze peseurt meziantoù a ro an tu da selaou an holl restroù-se.
Ober ur goulenn : Ha kollet oc'h er skoazell ? Ne gavit ket ar pezh emaoc'h o klask ? 'Rit ket biloù ! Bez'z eus Wikidemidi amañ kontant d'ho skoazellañ !