Mont d’an endalc’had

Zangoza

Eus Wikipedia
Sede pelec'h emañ Zangoza e Nafarroa


Porched roman iliz Santa Maria la Real e Zangoza


Zangoza ( Sangüesa hervez ar stumm spagnolek kenofisiel) zo ur gumun e Nafarroa en Euskal Herria, 45 km er reter da Iruñea, ar gêrbenn, war lez dehou ar stêr Aragon, tost d'e gember gant ar stêr Onsella. 4807 a dud a oa o chom eno e 2004 .


Ur c'hreñvlec'h e oa, e toull dor rouantelezh Nafarroa, war harzoù Rouantelezh Aragon.

kresk-digresk ar boblañs
1996 1998 1999 2000 2001 2002 2003 2004 2005 2006 2007
4 553 4 558 4 634 4 673 4 718 4 807 4 933 4 971 5 041 5 093 5 128
Dihelloù: Sangüesa hag Instituto de estadística de Navarra