Mont d’an endalc’had

Yule

Eus Wikipedia
The Yule log, a zo "etev an Nedeleg" e Breizh.

Yule a reer e saozneg eus gouel goursav-heol ar goañv, en amzervezh rakkristen Europa e-touez ar pobloù german. Evel ar Saturnales hag an Dies Natalis Solis Invicti, ar relijion gristen a erlec'hias gouel an Nedeleg ouzh an hini pagan.

Krennsaozneg yol, diwar an hensaozneg ġeōl ("Nedeleg"), kar d'an norseg kozh jól, diwar ar c'hent-germaneg *jehwlą ; kar ivez d'ar goteg 𐌾𐌹𐌿𐌻𐌴𐌹𐍃 (jiuleis)

Dalc'het eo bet ar ger jól e faeroeg, en islandeg hag e nynorsk (jol ha ýlir zo ivez) ; jõulud eo en estoneg ; jul eo e bokmål, e daneg hag e svedeg ; joulu eo e finneg.