Mont d’an endalc’had

Yann ar Gwenn

Eus Wikipedia

Yann ar Gwenn (Jean-François-Marie Le Guen e anv gallek), bet ganet e Plougouskant d'ar 24 a viz Kerzu 1774[1], a oa ur gwerzhour hag a save kanaouennoù kanet ha gwerzhet dre follennoù distag da-geñver gouelioù ha pardonioù Bro-Dreger ha Bro-Leon.

Mab e oa da Bêr ar Gwenn ha da Vari Henry. Kollet e oa bet ar gweled gantañ pa oa bihan-bihan. Dimezet e oa gant Marc'harid Petibon. Graet e veze Dall-ar-Gwenn anezhañ ivez.

Hervez Catalogue Bibliographique de la Chanson Bretonne sur feuille volante, savet gant Joseph Ollivier hag embannet e 1942 e ti ar Goaziou e Kemper, e voe savet degadoù a ganaouennoù gant Yann ar Gwenn. Er roll-se ez eus 46 testenn a zo diwar e zorn en un doare asur ha 12 all a zo bet lakaet war e gont gant Ollivier abalamour d'o stil, ar pezh a rafe 58 kanaouenn en holl. War temoù a bep seurt e oant bet savet : politikerezh, gwallzarvoudoù, diwar-benn traoù diouzh ar c'hiz, torfedoù, kleñvedoù... hag un nebeud re diwar-benn ar relijion, pe c'hoazh "disputoù".

En e oberenn En bro Dreger a-dreuz Parkoù (pajennoù 52-56) en devoa kontet Erwan Vertou piv e oa Yann ar Gwenn.

Aet eo Yann ar Gwenn da Anaon d'an 29 a viz Kerzu 1849 e Priel, el lec'h m'edo o chom. Poëte bretonne eo ar vicher a zo skrivet war e vortuaj[2].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Daniel Giraudon, Un chanteur-chansonnier du Trégor : Yann ar Gwenn (1774-1849), biographie et répertoire d’un compositeur de chansons populaires en langue bretonne, Ar Men niv.10, Gouere 1987, pp. 22–35.