Waffen-SS
Rann eus | Schutzstaffel |
---|---|
Deiziad krouiñ | 17 Meu 1933 |
Lealded | Adolf Hitler |
Anv er yezh a orin | Waffen-SS |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | Lu |
Testenn ar ger-stur | Meine Ehre heißt Treue |
Stad | Trede Reich, Alamagn |
Aozadur mamm | Schutzstaffel |
Sez sokial | Berlin |
Erlec'hiañ a ra | SS-Verfügungstruppe |
Deiziad divodañ | 8 Mae 1945, 10 Her 1945 |
Commanded by | Heinrich Himmler |
Oberennoù zo en dastumad | NIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies, Overloon War Museum, Liemers Museum |
Ar Waffen-SS – [ˈvafən.ɛs.ɛs], ger-ha-ger : « Skouadron gwareziñ (SchutzStaffel, SS) armet (Waffen) » – a oa ur skourr milourel d'ar Schutzstaffel (SS) ; bez' e voe unan eus lodennoù pennañ an SS, gant an Allgemeine SS (SS hollek), ar Sicherheitsdienst (servij surentez) hag an SS-Totenkopfverbände (unvezioù Penn-marv).
Gant Heinrich Himmler e voe aozet ar Waffen-SS, evel arm [[politikerezh|politkel da gentañ.
Er penn-kentañ ne veze degemeret er Waffen-SS nemet nazied rik diuzet dre zezverkoù strizh, lod anezho o vezañ diazezet war damkaniezhoù gouennelour hervez selloù ar strollad nazi.
A-feur ma pade an Eil brezel-bed e voe muioc'h-mui a golloù er Waffen-SS. Goude 1942 pergen e rankas pennoù ar skourr digeriñ an dorioù d'an dud a veze lakaet da Volksdeutsche ("alaman dre ar bobl") gant an nazied, da lavarout eo tud a orin alaman na oant ket o chom en Trede Reich ; pelloc'h e voe tutet Elzasiz ha Loreniz, dre ret peurvuiañ, alese anv anv gallek Malgré-nous a voe roet dezho ; diwezhatoc'h c'hoazh e voe ebarzhet tud eus ar broioù a oa bet aloubet, eus Albania betek Belgia hag eus Danmark betek Ukraina hep teurel pled d'o orin germanek pe get, gant ma youlent stourm dindan banniel an Trede Reich.
War-dro ur milion a dud a voe er Waffen-SS e-pad ar brezel ; adalek 1944, ur 700 000 bennak anezho a oa ann-Alamaned. Komzet e voe neuze eus ar c'hentañ lu europat.
Touadenn ar Waffen-SS
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ al le a veze graet gant izili nevez ar Waffen-SS.
|
|
- Evit doare, an izili nann-alaman ne douent nemet d'ar Führer, ne douent ket d'ar c'hañseller[2].