Vogalenn damserr a-raok plaen
LFE – niverenn | 302 |
LFE – unicode | e |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | e |
Selaou |
---|
Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn damserr a-raok plaen, treuzskrivet [e] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 302.
A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [e] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɛ] evel e brezhoneg hag a-wezhoù e vez kavet koulz /e/ hag /ɛ/ evel alofonennoù an arc'hfonem |E|
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yezh | Ger | LFE | Ster | |
---|---|---|---|---|
Brezhoneg | ger]] | [vreːmt] | '-' | |
Galleg | beauté | [bote] | 'kaerder' | |
Alamaneg | Seele | [ˈzeːlə] | 'ene' | |
Hungareg | hét | [heːt] | 'sizhun, seizh' | |
Italianeg | stelle | [ˈstelle] | 'stered' | |
Koreaneg | 베다 | [ˈpeːda] | 'troc'hañ' | |
Norvegeg | le | [leː] | 'c'hoarzh' | |
Poloneg | dzień | [dʑeɲ] | 'deiz' | |
Ruseg | шея | [ˈʂejə] | 'gouzoug' | |
Turkeg | sel | [sel] | 'dour-beuz' |
Vogalenn etre a-raok plaen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E meur a yezh, en o zouez ar japaneg, ar soazneg unvan (R.U.), ar spagnoleg, ar c'horeaneg hag an turkeg, e kaver ur vogalenn etre a-raok disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn damserr a-raok plaen [e] hag diouzh ar vogalenn damzigor a-raok plaen [ɛ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [e] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhomm gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [e̞].
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [e] kentoc'h evit [e̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:
Yezh | Ger | LFE | Ster |
---|---|---|---|
Albaneg | keq | [kec] | 'fall' |
Finneg | menen | [me̞ne̞n] | 'mont a rin' |
Gresianeg | φαινόμενο | [fe̞ˈno̞me̞ˌno̞] | 'darvoud' |
Japaneg | 笑み | [emi] | 'mousc'hoarzh' |
Koreaneg | 베개 | [peˈɡɛ] | 'goubenner' |
Roumaneg | |fete | [ˈfete] | 'plac'hed' |
Serbeg | жена/žena | [ʒena] | 'maouez' |
Spagnoleg | bebé | [beˈβ̞e] | 'babig' |
Turkeg | kel | [kel] | 'moal' |