Vincent van Gogh
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8e/Van_Gogh_self-portrait_dedicated_to_Gauguin.jpg/220px-Van_Gogh_self-portrait_dedicated_to_Gauguin.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b2/Vincent_van_Gogh_-_Self-Portrait_-_Google_Art_Project.jpg/220px-Vincent_van_Gogh_-_Self-Portrait_-_Google_Art_Project.jpg)
Ul liver izelvroat e oa Vincent (Willem) van Gogh, bet ganet e Groot Zundert (Izelvroioù) d'an 30 a viz Meurzh 1853 ha marvet en Auvers-sur-Oise (Bro-C'hall) d'an 29 a viz Gouere 1890.
E oberennoù, a vez renket er goude-impresionism (pe : goude-trivliadelouriezh), he deus bet levezon vras war liverezh an XXvet kantved.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa d'ur pastor protestant ha klask a reas mont da zanvez-pastor d'ar Borinage, e Belgia. Met pa ne oa ket gouest da zelc'her d'e raktres ez eas da Bariz hag e krogas da livañ.