The Killing (film)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
The Killing zo ur film saoznek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour stadunanat Stanley Kubrick e 1956.
Trivet film hir Kubrick eo The Killing, kaset da benn gantañ war-lerc'h Fear and Desire (1953) ha Killer's Kiss (1955). Daou ditl all — Clean Break ha Bed of Fear — en devoe ar film a-raok kaout an hini a anavezer bremañ hag a zamveneg al lazhadeg a c'hoarvez er film koulz hag an arc'hant rastellet (to make a killing e saozneg).
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama, Film du,
- Skoazellerien-sevener : Milton Carter, Paul Feiner ha Howard Joslin,
- Senario : Stanley Kubrick, azasaet diwar ar romant Clean Break (1955) gant Lionel White,
- Divizoù : Jim Thompson,
- Kevredad produiñ : Harris-Kubrick Productions,
- Produourien : James B. Harris hag Alexander Singer,
- Rener produiñ : Clarence Eurist,
- Kevredad dasparzhañ : United Artists,
- Rener ar skeudenniñ : Lucien Ballard,
- Ijinourien ar son : Rex Lipton ha Earl Snyder,
- Aozer ar sonerezh orin : Gerald Fried,
- Kinklour : Harry Reif,
- Dilhataerien : Beaumelle ha Jack Masters,
- Farder : Robert Littlefield,
- Ficherez-vlev : Lillian Shore,
- Frammerez : Betty Steinberg,
- Kenurzhierien an efedoù arbennik : Louis DeWitt, Dave Koehler ha Jack Rabin,
- Prantad filmañ : bet kroget d'an 2 a viz Du 1955,
- Lec'hioù filmañ : Kalifornia (e Los Angeles ha San Mateo peurgetket),
- Deiziadoù dont er-maez :
- 1956 : 20 a viz Mae (kentaenn) ha 6 a viz Mezheven ( Stadoù-Unanet), 21 a viz Gouere ( Rouantelezh-Unanet), 3 a viz Here (L'Ultime Razzia Bro-C'hall), 27 a viz Du (Die Rechnung ging nicht auf Alamagn),
- 1957 : 14 a viz Genver (Spelet är förlorat Sveden), 15 a viz C'hwevrer ( Aostria), 22 a viz C'hwevrer ( Izelvroioù), 7 a viz Meurzh ( Hong Kong), 21 a viz Meurzh (Rapina a mano armata Italia), 4 a viz Ebrel (Atraco perfecto ( Spagn), 7 a viz Eost (Um Roubo no Hipódromo Portugal), 10 a viz Kerzu (Gennama ni karada wo hare Japan),
- 1959 : 10 a viz Ebrel (Det store gangsterkup ( Danmark),
- 1961 : 27 a viz Genver (Peli on menetetty ( Finland).
- Padelezh : 85'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ bet toullbac'het en Enez Alcatraz e-pad pemp bloavezh e ra Johnny Clay e vennozh laerezh kaoud ur redva-kezeg d'un deiz pa vo ar muiañ a glaousteerien ennañ. E daol diwezhañ e vo kent en em dennañ hag eurediñ da Fay. N'eo ket diaes dezhañ kavout kenwallerien : ar poliser loavet Randy Kennan, ar c'hefiour George Peatty, an tenner mat Nikki Arane, ar gourener Maurice Oboukhoff hag an tavarner Mike O'Reilly.
N'eo ket Sherry, gwreg Peatty, evit he zeod ha diskuliañ a ra an torfed da zont d'he fried kleiz, Val Cannon. Gwashoc'h c'hoazh e c'houlenn-hi gantañ ma tapo an arc'hant kenkent ha graet an taol gant ar re all. Pep tra a yelo da gaoc'h-heiz evit d'an "hold-up" bezañ kroget mat da gentañ-penn...
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sterling Hayden : Johnny Clay,
- Coleen Gray : Fay,
- Vince Edwards : Val Cannon,
- Jay C. Flippen : Marvin Unger,
- Marie Windsor : Sherry Peatty,
- Ted DeCorsia : Randy Kennan,
- Elisha Cook : George Peatty,
- Joe Sawyer : Mike O'Reilly,
- Timothy Carey : Nikki Arane,
- Jay Adler : Leo,
- Kola Kwariani : Maurice Oboukhoff,
- Joseph Turkel : Tiny,
- James Edwards : evezhier ar parkva,
- Tito Vuolo : Joe Piano,
- Dorothy Adams : an itron Ruthie O'Reilly,
- James Griffith : an aotrou Grimes,
- William Benedict, Charles Cane, Mary Carroll, Cecil Elliott, Herbert Ellis, Steve Mitchell, Dick Reeves, Frank Richards, Robert Williams.