Spont bras
Rann eus | Dispac'h Gall |
---|---|
Stad | Frañs |
Lec'h | Kentañ Republik c'hall |
Deiziad kregiñ | 2 Gwe 1793 |
Deiziad echuiñ | 28 Gou 1794 |
Organizer | Comité de salut public |
Ar Spont bras (galleg: Terreur) a voe ur mare e-pad ar Dispac'h gall ma voe lazhadegoù a-vras hag ur ren amreoliek . Goustadik eo bet lakaet e-plas, deiziad an enaouadenn a zo disheñvel hervez an istorourien: adal ganedigezh al lezvarnioù dispac'hel e miz Meurzh 1793, lazhadegoù Gwengolo 1792, pe ar c'hentañ pennoù troc'het e Gouhere 1789.
Ar gwashañ mare a voe tizhet gant al lazhadegoù goude ma voe bet kemeret ar galloud gant kannaded ar Venezidi (Les Montagnards) e 1793, hag a echuo d'an 28 a viz Gouhere 1794 (d'an 10 a viz ar wrez er bloavezh II), gant kouezhadenn Robespierre ha pa voe dibennet gant darn eus pennoù e luskad.
Goude kouezhadenn ar vonarkiezh c'hall d'an 10 a viz Eost 1792 hag harzhadenn kannaded ar Girondins e-pad devezhioù emsav an 31 a viz Mae hag an 2 a viz Even 1793, ar Venezidi o devoa kemeret ar galloud ha penn an Dispac'h gall.
Ar c'hentañ Republik, e-krog gant ur brezel reveulzier a-enep ur c'hengevread europaat hag enebet dre stumm ur brezel diabarzh a-enep ar roueelourien hag ar gevredadelezh, a vez dindan beli ur galloud dreistordinal diazezet war an nerzh. Ouzhpenn d'an nerzh e oa implijet doareoù maez lezenn hag ar flastridigezh a-enep ar re disfiz warno pe enep-reveulzierien.
Ar flastridigezh a oa da gentañ unan a-enep ar roueelourien, goude-se ar re Girondins, ar re kerreizh, a-raok ma ne vefe ar Venezidi oc'h en em lazhañ etrezo o welet ar re Hébertistes flastret, goude-se ar re Dantonistes hag evit echuiñ ar re Indulgents. Goude trec'hioù al luioù republikan, kanaded ar Plaine, an ez dantonistes ha memes dreistbeverien an hébertistes harpet gant ul lid eus ar Jakobined a voe deuet a-benn da lakaat Robespierre hag e gevredidi da gouezhañ ha da vezañ lakaet d'ar marv d'an 28 a viz Gouhere 1794, echuet e voe neuze evel-se mare ar Spont bras.
E-pad mare ar Spont bras tro 500 000 a dud a voe harzet ha tro 100 000 a voe lakaet d'ar marv pe a voe gouzañverien lazhadegoù direizh; ur 17 000 a oa bet dibennet, 20 000 pe 30 000 fuzuilhet, ha degadoù a milieroù a prizonidi ha trevourien eus Vendée, paotred, maouezed, bugale, a voe gouzañverien e-pad lazhadegoù ar Mans, lazhadegoù Savenay, lazhet gant ar unvezioù stourm ar colonnes infernales, pe e-pad Beuzadegoù Naoned.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout peur e oa bet kroget gant ar Spont bras n'eo ket aes, an istorourien n'int ket a-du etrezo. Div mare a vez lakaet war-raok. An hini gentañ a krog gant kouezhadenn ar vonarkiezh d'an 10 a viz Eost 1792, hag a voe echuet gnat kentañ bodadenn ar goñvañsion vroadel d'an 20 a viz Gwengolo 1792 ha dreist-holl gant trec'h Emgann Valmy, hag a voe ar memes devezh ha brudet buan betek Pariz adal an deiz war-lec'h.
E-pad ar c'hentañ mare-se e vez krouet ardivinkoù justis hag a vo diazez ar Spont Bras: ul lezvarn dreistordinal a zo krouet d'ar 17 a viz Eost 1792 — kentañ pazenn al lezvarnioù reveulzier — karget eo da varnañ, hep ma vefe posubl goulenn ur galv, an dud lakaet da gablus eus « torfedoù » an 10 a viz Eost hag holl perzidi irienn al Lez.
An eil mare a grog pa vez lazhadeget kannaded al luskad girondins gant devezhioù emsav an 31 a viz Mae hag an 2 a viz Even 1793, echuet e vez pa voe lazhet ar re a-du gant Robespiere etre an 9 hag an 12 thermidor (Miz ar wrez) bloavezh II (27-30 a viz Gouhere 1794). Ur wech kroget da implij lezenn an 22 prairial (Miz ar pradoù) pe 10 a viz Even 1794 e vez kaoz eus ar Spont meur.
En anv d'ar « salud publik » e vez kroget gant ur bolitikerezh flastrañ an holl re gwelet evel a-enep ar Reveulzi. E-penn an traoù emañ ar Gouarnamant reveulzier, bountet warnañ gant stad truezus diazezoù ar Reveulzi. Lakaet e vez da dalvezout gant un doare garv ar pezh a oa lesanvet sévérités nécessaires, kaoz a vez eus sponterezh ouzhpenn d'ar justis lezennel. Dre-se eo krog ur spont a na oa ket bet tu gwelet abaoe Lazhadegoù Gwengolo 1792, ur bloavezh a-raok.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Lazhadegoù Gwengolo 1792
-
Barnadenn ar re Girondins
-
Engravadur "Brissot et 20 de ses complices à la guillotine" pa oa bet lakaet d'ar marv ar re Girondins e 1793