Mont d’an endalc’had

Space: Above and Beyond

Eus Wikipedia
Space: Above and Beyond
stirad skinwel
TitlSpace: Above and Beyond Kemmañ
Tachennstirad skinwel skiant-faltazi, Skiant-faltazi milourel Kemmañ
Krouet gantGlen Morgan Kemmañ
Skigner orinFox Broadcasting Company Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
Deiziad kregiñ24 Gwe 1995 Kemmañ
Deiziad echuiñ2 Mez 1996 Kemmañ
Produer dileurietGlen Morgan, James Wong, Stephen Zito Kemmañ
SonaozerShirley Walker Kemmañ
ProduerTom Towler Kemmañ
Embregerezh produiñFox Broadcasting Company Kemmañ

Space: Above and Beyond zo ur stirad skinwel skiant-faltazi milourel stadunanat. Skignet e oa war FOX Network. Krouet ha skrivet e oa bet gant Glen Morgan ha James Wong. Raksoñjet e oa da gaout pemp koulzad en holl met ne voe nemet unan skignet e 1995–1996, dre ar vank a arvesterien. Lakaet e oa bet war ar renk evit daou Emmy Awards hag ur Saturn Award.

An istor a dremen er bloavezh 2063–2064, heuliet e vez an 58vet skouadrenn-nij "Wildcards" eus an United States Marine Corps Space Aviator Cavalry. Diazezet int war un douger listri-egorel an USS Saratoga. Ar skouadrenn a zo kement unan war zouar ha nij oc'h implij listri-egorel brezel SA-43 Endo/Exo-Atmospheric Attack Jet ("Hammerhead").

Istor diazez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nebeut bloavezhioù a-raok 2063, an denelezh a zo krog gant trevadenniñ planedennoù all. Dre ur vank a deknologiezh evit mont prim en egor, graet "FTL technology" anezhi (evit mont buanoc'h evit ar goulou), an trevadennerezh a vez graet en ur implij toulloù en egor. Embannet ez eus bet anat ne oa ket eus boudoù bev all en hollved. En gwirionez e oa unan graet "Chigs" anezhi a dag ha distruj kentañ trevadenn an denelezh maez ar sistem heoliek. Kaset e vez ur flodad evit talañ ouzh an enebourien met peurzistrujet eo. Ar re Chigs a vestroniñ an teknologiezh FTL. Dre-se e fiñvont kalz buanoc'h evit listri-egor Mab-Den.

Pa grog ar stirad, ar re Chigs a zo deuet a-benn da dalañ ouzh an holl enep-argadennoù denel hag a dag ar sistem egorel. Skouadrennoù nijerien listri-egor brezel hep gourdon pe dost a vez kaset d'ar stourm e-touez ar re-se an 58th "Wildcards". Ar Wildcards a vezo heuliet e-pad ar stirad, heuliet e vint eus mare o emezeliñ betek dont da vezañ soudarded kozh. Ar flodadoù brezel a zo dindan sujidigezh ur gouarnamant eus an ABU bedel met a chom stag ouzh o broioù orin: an U.S. Navy hag ar Royal Navy pe ar flodad sinat dreist-holl a zo ar re vrasañ.

A-raok ma grogfe istor ar stirad e oa bet ur brezel denel-robotoù anvet Silicates. Ar re android-se gant ur stumm denel graet "walking personal computers", a oa emsavet a-enep Mab-den a-benn sevel ur gumuniezh emren. Goude ur brezel guerilla spontus e oant bet rediet tec'hout en egor. Soñjet e vez o deus sikouret ar re Chigs.

E-pad ar brezel e oa bet savet soudarded denel klonoù ganet e labourvaoù. Graet e vez "In Vitroes" anezho pe "tanks" pe "nipple-necks" gant droukrañs. Ganet en un oad a 18 vloaz, gourdonet int evit ar stourm nemetken. Goude ar brezel trec'hus ez eus bet klasket kemmeskañ anezho er gevredigezh denel met kasoni garv a zo a-enep dezho.

Fin ar stirad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lodenn ziwezhañ ar stirad a zo ur c'hiffhanger, gant an ofiser T. C. McQueen o vezañ gloazet don ha darn ar skipailh diazez o vezañ lazhet pe kollet. N'eus nemet Cooper Hawkes ha Nathan West o chom bev sur. An Douar a zo kreñvaet kalz e-koulz ar brezel, spi a zo o welet un trec'h en desped d'ar c'holloù ramzel. An holl darvoudoù-se a voe skrivet gant ar broduerien ur wech kelaouet e vefe roet lamm d'ar stirad.