Mont d’an endalc’had

South Shields

Eus Wikipedia

South-Shield zo ur gêr eus kontelezh Durham gwechall, kontelezh Tyne ha Wear bremañ, e Bro-Saoz, war lez Mor an Hanternoz, er c'hreisteiz da c'henoù ar stêr Tyne.

Roudoù zo eus annezoù eno da vare ar ragistor : begoù saezhoù hag aspadennoù eus un ti eus Oadvezh an Houarn zo bet kavet. Da vare ar Romaned e oa ur c'hreñvlec'h eno, anvet Arbeia, savet war-dro ar bloaz 160 [1]. Alese e veze kaset soudarded da ziwall Moger Hadrian.

Maketenn eus kreñvlec'h Arbeia, South Shields, 2011

Liammoù diavez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Notitia Dignitatum XL7 : ARBEIA; XL22 : Praefectus numeri barcariorum Tigtisensium, ARBEIA