Shoah
- Evit implijoù all, gwelet Shoah (disheñvelout).
- Gwelet ivez ar pennad pennañ: Loskaberzh
Ar ger Shoah a vez graet gantañ hiziv evit ober anv eus an oberoù kaset da benn gant nazied Alamagn hag o c'henlabourerien en Europa evit diouennañ ar Yuzevien diwar an douaroù dalc’het ganto e-pad an Eil brezel bed, etre 1941 ha 1945. Etre pemp ha c'hwec'h milion a Yuzevien a oa aet da Anaon e-pad al lazhadeg a-vras-se, da lavaret eo an div drederenn eus ar gumuniezh yuzev en Europa hag e-tro 40% eus ar Yuzevien er bed-holl. Komzet e vez ivez eus al loskaberzh (holokost) pe eus diouennadeg ar Yuzevien. Gant an nazied e veze graet anv eus an "diskoulm diwezhañ" da vare an Trede Reich.
Ar Yuzevien a veze lakaet da « enebourien daonet » gant an ideologiezh nazi, a c'houlenne kas anezho da netra abalamour ma oa ur « ouenn izel » anezho. Meur a zoare a voe implijet evit kas an urzh-se da benn : an naonegezh er ghettoioù e Polonia hag en Unaniezh Soviedel ; ar fuzuilhadegoù a-yoc'h war talbenn Europa ar Reter ; al labourioù ret hag an diouer a voued er c'hampoù-bac'hañ ; ar gaz evit mougañ an dud e-barzh « kamionoù gaziñ » pe e-barzh kambroù er c'hampoù-distruj. Enno e veze pulluc'het ar c'horfoù-marv e-barzh fornioù deviñ, evel en Auschwitz da skouer, ken ma ne chome roud ebet eus ar re varv hag eus an torfed. Dre an oberoù-se e teuas an nazied a-benn da lazhañ div drederenn eus Yuzevien Europa hag etre pemp ha c’hwec’h milion a dud en holl hervez an istorourien.
Biskoazh-james ne oa c'hoarvezet un torfed ken gwazh en istor an denelezh, abalamour m'eo bet kenurzhiet ar Shoah en un doare industriel ha bureviadek gant an nazied. Bep ar mare e veze taget ar Yuzevien en Europa gant barradoù kasoni ha gant taolioù feulster. Hogen e-pad an Eil brezel-bed eo troet an enepyuzeviezh d'ur programm savet pervezh evit ur pal nemetañ : chaseal dibaouez ha distrujañ didruez ar bobl yuzev en he fezh, daoust ma ne oa ket ur gourdrouz evit Alamagn, na gant ur strollad politik na gant un arme. An nazied zo fellet dezho kas d'ar marv an holl Yuzevien gwitibunan – ar baotred koulz hag ar merc'hed, ar re gozh koulz hag ar re yaouank. An dra-se zo kaoz e oa marvet 1 500 000 a vugale abalamour d'ar Shoah. War ar memes tro e veze distrujet ar glad sevenadurel ha relijiel, sinagogennoù hag all, ha ken sistematek all e oa ar skrapañ madoù (an arianaat). War urzh Adolf Hitler eo bet lakaet ar Shoah war sav. Evit an darn vrasañ eo bet kaset da benn gant ar Schutzstaffel (SS), gant ar Reichssicherheitshauptamt (RSHA) renet gant Heinrich Himmler, gant lod soudarded eus ar Wehrmacht ha gant kargidi arbennik o labourat e burevioù an Trede Reich. E pep lec'h en Europa eo bet harpet an nazied gant ar gouarnamantoù hag ar melestradurezhioù a save a-du ganto, hag ivez gant siviled – tud en o-unan pe strolladoù tud, izili eus luskadoù faskour ha nazi peurvuiañ. Ur pezh ral eo e vefe enebet ar c'hevredigezhioù sivil a-enep an Holokost, nemet en Izelvroioù e 1941 a-enep ar skrapadegoù Yuzevien hag e Bulgaria e 1943 evit miret na vije kaset ar Yuzevien vulgar da gampoù ar marv. Chomet eo ar braz eus an dud hep ober tra pe dra : e deroù ar brezel ne ouient ket pezh a errue gant ar Yuzevien, ha diwezhatoc'h int chomet diseblant ouzh o zonkad, peotramant ne gredent ket enebiñ ouzh an alouberien alaman. Un toullad tud o deus klasket saveteiñ Yuzevien memes tra, o kuzhat bugale da skouer. Goude ar brezel eo bet renablet an dud-se gant an ensavadur Yad Vashem, ha roet an titl a « Reizh e-touez ar broadoù » da bep hini anezho.
Poblañsoù all a voe lazhadeget gant an Trede Reich. Mervel a reas e-leizh a dud nammet, pe e vefent dalc'het en o c'horf pe en o spered, dreist-holl e-pad an Aktion T4, ur c'houlzad kaset da benn en Alamagn hag en Aostria etre 1939 ha 1941. Ar gaz hag ar salioù mougañ a voe implijet evit ar wech kentañ diwar-goust tud ampechet, a-raok ober memes tra gant Yuzevien Europa. Porajmos a vez graet eus gouennlazh ar Romed, a voe heskinet ha bac'het da gentañ, ha muntret a-vil-vern goude-se e kampoù ar marv pe war an dachenn gant an Einsatzgruppen dreist-holl. E Polonia hag en Unaniezh Soviedel e c'hoarvezas nouspet torfed-brezel euzhus e-pad ar brezel. Miliadoù a siviled a voe diframmet eno gant soudarded ar Wehrmacht ha gant an harperien lec'hel a genlaboure ganto. Nikun eus ar rummadoù tud-se a voe lazhet evel ar Yuzevien avat, gant ur strategiezh diouennañ ken resis hag an diskoulm diwezhañ, a voe renet a-lazh-korf gant an nazied keit ha ma c'halljont, betek devezhioù diwezhañ ar c'hampoù-bac'hañ e 1945.
Abaoe ar brezel ez eus bet lakaet lezennoù etrebroadel nevez war sav evit plediñ gant an « torfedoù a-yoc'h ». Termenoù nevez zo bet savet a-gaoz d'an dra-se : an « torfed a-enep an denelezh » hag ar « gouennlazh ». E 1968 e voe degemeret ur C'hendivizad gant ar Broadoù-Unanet, abalamour da lemel ar skoilhoù evit kastizañ seurt torfedoù : n'eus termen proseziñ ebet. Meur a wech e voe lakaet an testennoù-se da dalvezout, da skouer diwar-benn gouennlazh an Armenianed, hini an Dutsied e Rwanda ha lazhadegoù Srebrenica e Bosnia. Ouzhpenn-se e voe votet ur stumm nevez eus Kenemglevioù Geneva e 1949, evit gwareziñ an dud sivil pa vez brezel : betek-henn ne oa kaoz enno nemet eus ar sourdarded.
Ar Shoah zo unan eus an darvoudoù heverkañ eus an istor a vremañ, koulz hag unan eus ar re studiet ar muiañ. Skoet eo bet ar speredoù gantañ er bed a-bezh. Efedoù bras-bras en deus bet war dachenn an istor, ar sevenadur, ar relijion hag ar prederouriezh, seul vui abaoe m'eo bet studiet pizh adalek ar bloavezhioù 1960-1970. Ouzhpenn an enklaskoù istor ez eus bet savet ivez meur a oberenn diwar ar gouennlazh euzhus-se, pe e vefent re wirion (diskouezadegoù, teulfilmoù...) pe re faltazi (filmoù, levrioù...).
Orin ar ger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger shoah (hebraeg: שואה) a dalvez kement ha drouziwezh.
Ar ger hebraek evit envel un darvoud istorel hep e bar eo : hini al loskaberzh, pe diouennadeg ar Yuzevien, pe ar gouennlazh anezho, gant an nazied eo. Gwelloc’h e kav lod tud ober gant "Shoah" eget "loskaberzh" hiziv. Gant an nazied e veze graet an "diskoulm diwezhañ" (die Endlösung) eus ar Shoah da vare an Trede Reich.
Tud zo ha n’en kavont ket gwell eget loskaberzh, goude ma reont gantañ. Lavarout a rae Elie Wiesel da Michaël de Saint Cheron e 1988 e kave gwell ar ger « c'hourban » (כורבן) a vez implijet el lennegezh yidichek hag a dalv kement ha « distruj » hag a ra dave da hini an Templ. Graet e vez ivez gant yuzevlazh. An eil pe egile eus an tri ger (shoah, hourban, yuzevlazh) a vir ar pezh zo dibar ha yuzev en darvoud, hervez soñj Vincent Engel en e bennad « Holocauste, Shoah ou judéocide ? » e-barzh Le Nouvel Observateur (Hors-Série janvier 2003 - décembre 2004).
Liammoù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]