Shimon Peres
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Israel, Palestina fiziadour, Eil Republik Polonia ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | שמעון פרס ![]() |
Anv ganedigezh | Szymon Perski, שמעון פרסקי ![]() |
Anv-bihan | Shimon ![]() |
Anv-familh | Peres ![]() |
Deiziad ganedigezh | 2 Eos 1923 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Višnieva ![]() |
Deiziad ar marv | 28 Gwe 2016 ![]() |
Lec'h ar marv | Sheba Medical Center ![]() |
Doare mervel | abeg naturel ![]() |
Abeg ar marv | cerebral hemorrhage ![]() |
Lec'h douaridigezh | Nation's Great Leaders Graves ![]() |
Tad | Isaac Peres ![]() |
Mamm | Sara Meltzer ![]() |
Pried | Sonia Peres ![]() |
Bugel | Tsvia Walden, Yoni Peres, Chemi Peres ![]() |
Kar | Lauren Bacall ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, galleg, hebraeg, rusianeg, poloneg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | saozneg ![]() |
Micher | politiker, skrivagner, barzh, ministr ![]() |
Implijer | Mossad ![]() |
Bet war ar studi e | New York University, Skol-veur Harvard, The New School, The New School for Social Research, Ironi Alef High School ![]() |
Lec'h labour | Jeruzalem ![]() |
Affiliation string | Office of the 9th President of the State of Israel ![]() |
Strollad politikel | Kadima, Israeli Labor Party, Rafi, Mapai ![]() |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1996 Israeli prime minister election, 2007 Israeli presidential election ![]() |
Relijion | yuzevegezh ![]() |
Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2014, World Economic Forum Annual Meeting 2013, World Economic Forum Annual Meeting 2015, World Economic Forum Annual Meeting 2016, World Economic Forum Annual Meeting 2004 ![]() |
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b9/Shimon_Peres_by_David_Shankbone.jpg/220px-Shimon_Peres_by_David_Shankbone.jpg)
Shimon Peres (hebraeg: שמעון פרס) ganet d'an 2 pe 3 a viz Eost 1923 hag aet da Anaon d'an 28 a viz Gwengolo 2016 a oa ur politiker israelian bet kentañ ministr meur a wech, ha prezidant ar vro etre 2007 ha 2014.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Shimon Peres, a zo bet ganet gant an anv Szymon Perski e Wieniawa, Polonia (a zo bremañ Vishniev e Belarus). Pa oa bugel ez eas gant e familh da dTel Aviv, e Stad Israel e 1934. E studioù a gasas e skol Geula School e Tel Aviv hag e Skol al Labour-douar e Ben Shemen.
E 1947 ez eas gant Haganah (a droas da Lu Israel da c'houde) hag anvet eo bet gant David Ben-Gurion evel den e-karg eus ar c'hoskor ha pourchas an armoù. E 1952 e voe anvet e renerezh Ministrerezh an Difenn hag e 1953 ez eas da rener-meur ar Ministrerezh. Pourchas armoù da Israel a oa ur stad gwall yaouank c'hoazh e oa e gefridi pennañ. Brav e teuas gantañ pa zeuas a-benn da gaout Mirage III Dassault hag ur reaktor nukleel.
Buhez politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1959 e voe dilennet er C'hnesset, evel ezel eus ar Mapai, Strollad Al Labour. Etre 1959 ha 1965 e labouras dreist-holl e Ministrerezh an Difenn betek ma voe tapet gant an afer Lavon a-gevret gant Moshe Dayan. Mont a rejont o daou eus ar Mapai ha gant David Ben Gurion e voe savet ur strollad nevez ganto : ar Rafi. En em glevout a rejont adarre gant ar Mapai e 1968 (met hep Ben Gurion). E 1969 ez eas Peres da Vinistr an Envroerezh hag e 1970 da Vinistr an Dezougen hag ar C'hehentiñ. E 1974, goude bezañ bet Ministr ar C'helaouiñ e-pad ur frapadig, ez eas da Vinistr an Difenn e gouarnamant Yitzhak Rabin. Kevezerezh a voe etre Peres ha Rabin evit bezañ e penn o strollad. E 1977 ez eas e-lec'h Rabin evel Kentañ Ministr ha penn ar strollad pa oa bet dizoloet e oa bet miret gant Leah Rabin, e wreg, kontoù-bank en estren-vro, ar pezh a oa difennet en Israel. Trec'het evit ar wezh kentañ e voe Strollad al Labour gant Peres en e benn e dilennadegoù 1977 avat. E 1981 e c'hoarvezas ar memes tra. E 1984 e voe cheñchet penn d'ar vazh : ar strollad kentañ e voe al Labour ha Peres da vont da Gentañ Ministr e penn ur gouarnamant ennañ al Labour, al Likud ha strolladoù bihan. Diouzh an emglev bet savet d'ar c'houlz-se ez eas kuit evit bezañ Ministr an Aferioù Diavaez e 1986 ha Ministr an Arc'hant e 1988. E 1990 ez eas kuit eus ar gouarnamant (hag e strollad war e lerc'h) ha c'hwitaat a reas war e raktres sevel un emglev nevez gant strolladoù bihan eus an tu-kleiz ha strollad Haredi.
Etre 1990 ha 1992 e voe e penn an tu-enep er C'hnesset.
E deroù 1992 e voe trec'het e dilennadegoù diabarzh ar strollad hag Yitzhak Rabin da zistreiñ. Peres a voe e Vinistr eus an Aferioù Diavaez e 1992 hag ur roll a-bouez en devoe en emglevioù Oslo. Mont a reas war-lerc'h Rabin pa voe drouglazhet e 1995. Trec'het gant Benjamin Netanyahu e voe evit an dilennadegoù kentañ a-benn envel ur C'hentañ Ministr war-eeun e 1996. E 1997 n'ez eas ket war ar renk evit bezañ e penn al Labour hag Ehud Barak a yeas e penn ar strollad. E 1999 e voe lezet ur plas dister dezhañ er gouarnamant evel Ministr an Diorren Rannvroel. Goude trec'h Ariel Sharon war Varak e 2001, e tistroas adarre avat. E penn al Labour e voe en ur gouarnamant a Unvaniezh Broadel gant Sharon hag al Likud en e benn. Ministr an Aferioù Diavaez e voe Peres ur wezh all. Tu-kleiz ar strollad a glemmas met Peres a yeas kuit nemet pa savas al Labour a-du evit abretaat an dilennadegoù e 2003. Trec'het e voe al Labour kaset gant Amram Mitzna ha Peres da vont en e benn ur wezh diwezhañ. A-du e savas gant un emglev ouzh Sharon e dibenn 2004 pa voe lakaet sklaer ez aje lu Israel eus banndenn Gaza.
Trec'het e voe Peres d'an 9 a viz Du 2005 avat da vare dilennadegoù diabarzh al Labour ha d'an 29 a viz Du e reas e soñj kuitaat e strollad evit mont da harpañ Ariel Sharon hag e strollad nevez: Kadima (an distro).
E 2007 e voe dilennet da Brezidant ar vro.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8e/Rumsfeld_peres.jpg/275px-Rumsfeld_peres.jpg)
Prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Priz Nobel evit ar Peoc'h a yeas gantañ e 1994 a-gevret gant Yasser Arafat and Yitzhak Rabin.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar bazenn gentañ (1965)
- Ha bremañ warc'hoazh (1978)
- seizh kroour Stad Israel (1979)
- Ar Reter-kreiz nevez (1993)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Web site that chronicles Shimon Peres' involvement in the Yitzhak Rabin murder coverup
- Shimon Peres - Knesset page
- Peres Center for Peace website
- Shimon Peres biography at http://www.nobel.se
- Biography of Shimon Peres at
- Zionism and Israel Information Center Biography Page
- Shimon Peres biography at the Jewish Virtual Library
- BBC - Sharon seals new Israel coalition