Mont d’an endalc’had

Sant Kristof

Eus Wikipedia
Ur pennad Kristof zo ivez.
Sant Kristof, hervez Claude Bassot, 1607

Kristof (henc'hresianeg Χριστόφορος / Kristoforos, "an hini a zoug ar C'hrist"), pe Kristof Likia, a zo ur sant kristen a vije bet merzheriet dindan an impalaer roman Decius (ren 249251) pe dindan Maximinus II Daia (ren 308313).

Dizemglev zo etre ar gristenien diwar-benn e orin, ma kred lod e oa ur sant mojennel anezhañ. Kemmesket e vefe e anv ha hini sant Menas (pe Minas, Mina, Mena, Mennas) (285 – war-dro 309), soudard roman ha merzher eus lezioù ar stêr Nil, en Egipt.

Rimadelloù kembraek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kembraeg ez eus meur a rimadell diwar e benn :

      Sain Cristor sy 'n y croesty
A droes ei fraich dros Huw fry,
Dwylaw Bawl yn dal ei ben
Drwy donnau, Pedr a Dwynwen.
Sant Kristoc'h a zo er c'hroesti
...
Daou zorn Paol o terc'hel e benn
dre an tonnoù, Pêr ha Dwynwen.

Eus Moliant i Huw Lewys ap Llywelyn o Brysaeddfed pan fu bron â boddi, gant Guto'r Glyn (war-dro 1412 – war-dro 1493)[1].

Bepred gant Guto'r Glyn, ar gerioù-mañ:

Sain Cristoffr a fu’n offrwm
Yn dwyn Crist megis dyn crwm.

An daou stumm (Christoffr, Cristor) a veze implijet eta er Grennamzer.

Sant penn-ki

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an eskob alaman Walter Speyer e oa ur ramz penn-ki, hag a harzhe hag a zebre kig an dud. Ha Kristof un deiz d'en em gavout gant ar Mabig Jezuz

  1. Gwefan Guto'r Glyn.net;].