Mont d’an endalc’had

Samuel Colt

Eus Wikipedia
Samuel Colt
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSamuel Colt Kemmañ
Anv-bihanSamuel Kemmañ
Anv-familhColt Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Gou 1814 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHartford Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gen 1862 Kemmañ
Lec'h ar marvHartford Kemmañ
Lec'h douaridigezhCedar Hill Cemetery Kemmañ
TadChristopher Colt Kemmañ
MammSarah Caldwell Kemmañ
PriedElizabeth Jarvis Colt Kemmañ
BugelCaldwell Hart Colt Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherinventor, embreger, artisan, design engineer, weapons manufacturing company Kemmañ
Grad milourelKoronal Kemmañ
Prizioù resevetNational Inventors Hall of Fame Kemmañ
Samuel Hamilton Walker. Labourat a reas asambles gant Samuel Colt, ha krouiñ a rejont ar revolver Colt Walker

Samuel Colt (19 a viz Gouere 1814 - 10 a viz Genver 1862 e Hartford (Connecticut, Stadoù-Unanet), eo an den a grouas ar revolver modern kentañ e 1835. Ennañ e lakaed ar boledoù en un daboulin, da lavaret eo ur granenn dro enni meur a doull (kambr) a yae pep hini d'e dro da genglotañ gant ar c'hanol hag ar reizhiad skeiñ, a seurt ma c'halled tennañ buan. Ar mont en-dro-se a voe implijet goude e meur a arm.

Samuel Colt a ijinas ur revolver a anvas Colt Paterson : e-keit ma karger anezhi e troe ar granenn hag en em gave an toulloù (kambreier) karget e-tal ar c'hanol. Ar revolverioù Colt Paterson kentañ a voe produet e 1836. Kambret e oant er c'halibr .36 meutad ha pemp tenn e oa o zaboulin. Gwerzhet e voent da vorlu Texas, rak d'ar mare-se e oa ar Stad o paouez dont da vezañ ur republik dizalc'h, hag he Rangers en em ganne a-enep d'ar Vec'hikaned ha d'an Indianed.

E 1846 e kenlabouras Colt gant ar c'habiten Samuel Hamilton Walker hag e tapjont ur gevrat : 1000 pistolenn-dro Colt, kemmet diwar c'houlenn Walker, hag a roas e ali e anv an arme amerikan. Ar Colt Walker (1847) a oa heñvel ouzh an armoù a voe savet goude-se (nebeut-tre a dammoù lem-laka, pontig stag ouzh an dornikell dindan, kranenn 6 kambr dezhi). He zaboulin a oa hir a-walc'h evit lakaat e pep hini eus he c'hambreier 3,25 g poultr du hag ur boled krommvegek kalibr .44. He c'hanol a rae 229 mm. 2 kg a oa e bouez pa oa goullo.

A-drugarez d'ar werzh-se e c'hellas Colt lakaat produiñ pistolennoù-tro modernoc'h evit ar Paterson. Krouiñ a reas ivez ivez ar revolver Colt Holster Pistol 1848 (arm kentañ ar rummad Dragoon, kalibr .44, kanol 20 cm hirder). Skañvoc'h evit ar revolver Walker e oa, hag implijet e voe gant ar rejimantoù marc'hegiezh.

Revolverioù kalibr .3 ha skañvoc'h (betek 70% nebeutoc'h evit ar revolver Walker) a voe krouet ivez : ar Colt Baby Dragoon (1847/48, 5 tenn, gant ur pontig eeun a-dreñv) hag ar Colt Baby Dragoon Pocket 1849 (5 pe 6 tenn, pontig ront). Implijet e vezent dreist-holl gant tud voutin, poliserien, kannaded ha kompagnuniezhioù rederigoù. Etre 1848 ha 1873 e savas Colt war-dro 331.000 Pocket Revolvers.

E 1851 e voe krouet ar revolver Colt 1851 Navy (kalibr .36) anvet ivez Belt Model (dre ma oa bihanoc'h hag aesoc'h da zougen ouzh ar gouriz), hag a voe e-touez an armoù-tan gwerzhet ar muiañ en XIXvet kantved (215 000 anezho). D'an 23 a viz Genver 1851 e teuas a-benn ar c'habiten Dansan da dizhout ur gwenn a oa da ouzhpenn 28 m dezhañ gant e bistolenn-dro Navy.

E 1860 e voe savet ar revolver Colt 1860 Army hag a gemeras plas ar rummad Dragoons. A-fet gobari e oa heñvel (.44) met a-fet pouez e oa 30% skañvoc'h. Ar Colt 1860 Army, 1861 Navy ha 1862 Police (kalibr.36) a voe an armoù diwezhañ hep kartouchennoù produet gant an embregerezh.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan