Reizh (yezhoniezh)
Neuz
Komz a reer eus reizh ar gerioù, en yezhadur pe yezhoniezh, diwar-benn gerioù zo (anv-kadarn, anv-gwan dreist-holl), en un toullad yezhoù. Betek teir reizh a gaver e darn eus ar yezhoù indezeuropeek (gourel, benel, nepreizh).
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gourel pe venel eo an anv-kadarn e brezhoneg, daoust ma kaver gerioù zo hag a c'hall bezañ gourel pe venel hervez an dro.
- Nepreizh eo an anv-gwan, war-bouez un dornadig, evel brazez.
Yezhoù latin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er yezhoù latin eo gourel pe venel ar ger-mell, koulz hag an anv-kadarn hag an anv-gwan
- un niño rico, una niña rica, e kastilhaneg
- un petit garçon, une petite fille, e galleg