Proviñs Cáceres
Neuz
Proviñs Cáceres zo unan eus an 50 proviñs zo e Spagn, e Kumuniezh Emren Extremadura.
Cáceres eo ar gêr-benn, Plasencia (Extremadura) ha Navalmoral de la Mata ar c'hêrioù bras all.
Eil brasañ proviñs Spagn eo, war-lerc'h Proviñs Badajoz, tre er c'hreisteiz, hag o-div a-gevret ez eont d'ober Extremadura.
Proviñsoù amezek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En dro dezhi emañ:
- en hanternoz, proviñsoù Salamanca hag Ávila, e kumuniezh Castilla y León
- er reter, Proviñs Toledo e Castilla-La Mancha
- er c'hreisteiz eta, Proviñs Badajoz, ar broviñs all a ya d'ober Kumuniezh Emren Extremadura ganti;
- hag er c'hornôg emañ Portugal.