Programm Artemis
Ar Programm Artemis zo ur programm da egerzhet al loar gant robotoù ha tud kaset gant an NASA evit ar Stadoù-Unanet asambles gant kenlabour tri ajañs all : Ajañs European an Egor (ESA), Ajañs Japanat an Ergerzhadeg Aeregorel (JAXA) hag Ajañs Kanadian an Egor (CSA). Ar Programm Artemis zo e bal kas tud war al Loar en-dro, evit ar wezh kentañ abaoe kefridi Apollo 17 e 1972. Elfennoù pennañ ar programm eo ar Sistem Loc'hañ en Egor (SLS evit Space Launch System), egorlestr Orion, en diazlec'h-egor Lunar Gateway hag ar Sistemoù da Bradañ Tud pourvezet gant un embregerezh prevez. Pal ar programm war hir dermen eo diazezañ ur c'hamp peurbadel war al Loar hag aesaat kefridioù tud war Meurzh.
Ur c'henlabour etre ajañsoù egor gouarnamantoù hag embregerezhioù prevez eo ar programm Artemis, liammet gant Emglev Artemis ha kevratoù skoazell all. E miz Gouere 2022 e oa bet sinet an emglev gant div vro warn-ugent,[1] en o zouez kenlabourerien voas ar Stadoù-Unanet en egor (evel Ajañs European an Egor kement hag ajañsoù eus Kanada, Japan hag ar Rouantelezh-Unanet) ha galloudoù nevez en egor evel Brazil, Korea ar Su hag an Emirelezhioù Arab Unanet.[2]
Savet e voe ar programm Artemis ez ofisiel e 2017 dindan melestradurezh Trump, met kalzig eus e elfennoù, evel an egorlestr Orion a voe savet e-pad ar programm kent, ar programm Constellation (2005–2010) e-pad melestradurezh Bush ha da c'houde daoust ma oa freuzet ar programm Constellation gant melestradurezh Obama. Raktreset e oa loc'hadenn gentañ Orion, hag implij kentañ ar Sistem Loc'hañ en Egor, e 2016 a-raok bezañ raktreset d'ar 16 a viz Du 2022 evit ar gefridi Artemis 1, gant robotoù ha kezeg plouz war-bourzh. Diouzh ar steuñv e loc'ho Artemis 2 gant astraerien war-bourzh a-benn 2024 tra ma prado astraerien Artemis 3 war al Loar a-benn 2025, hag Artemis 4 a stago ouzh ar stasion Lunar Gateway a-benn 2027 tra ma vezo kefridioù bep bloaz goude-se. Koulskoude e oa bet notennet e koustfe kalz keroc'h ar programm eget raktreset moarvat ha ne vefe ket dalc'het an implij-amzer abalamour, hervez rentaoù-kont diabarzh ha diavaez, d'ar mod fall ma oa bet meret e bourvezerien gant an NASA.[3][4]
Sell hollek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aozet eo ar programm Artemis tro-dro d'un heuliad kefridioù ar Sistem Loc'hañ en Egor (Space Lauch System pe SLS). Ar c'hefridioù-egor-se a vezo kempleshoc'h-kempleshañ ha raktreset int da c'hoarvezout bep bloaz pe aliesoc'h. Raktreset eo bet gant an NASA hag e genlabourerien kefridioù betek Artemis 5, tra ma'z eus bet kinniget kefridioù ouzhpenn dija. Pep kefridi SLS a zo kreizennet tro-dro d'ul lestr-loc'hañ SLS o kas un egorlestr Orion. Ar c'hefridioù da c'houde Artemis 2 a vezo e dalc'h kefridioù-skoazell kaset gant aozadurioù all hag egorlistri-skoazell.
Kefridioù SLS
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Artemis 1 (2022) zo un test hep akipaj eus an SLS ha eus Orion, hag an nijadenn-glask kentañ evit an daou lestr. Pal Artemis 1 eo kas Orion tro-dro d'al Loar ha distreiñ d'an Douar. Implijet eo gant an SLS an eil estaj ICPS, a raio war-dro ar gasadenn treuz-loar da gas Orion betek an Loar. Stardañ a raio Orion en un orbit tro-dro da boloù al Loar en ur chom c'hwec'h devezh a-raok distreiñ war-zu an Douar. Dispartiañ a raio kapsulenn Orion diouzh ar vodulenn-skoazell, mont en-dro en aerglec'h ha morañ gant sikour harz-lammoù.[5]
Artemis 2 (2024) a vezo an nijadenn-glask kentañ gant un akipaj evit an SLS hag an egorlestr Orion.[6] Ar pevar astraer a gaso ur programm testoù pounner tro-dro d'an Douar a-raok bezañ kaset war-zu al Loar d'ober e dro ha distrieñ d'an Douar. N'eo ket raktreset loc'hañ a-raok miz Mae 2024.[7]
Artemis 3 (2025) a loaro gant un akipaj.[6] E dalc'h ur gefridi skoazell emañ evit kas ar Sistem Loarañ Tud (HLS) e plas en un orbit a-ratozh a-raok ma loc'ho SLS/Orion. Pa vezo tizhet an obrit-se gant an HLS e kaso an SLS an egorlestr Orion gant pevar astraer, en o zouez ur vaouez hag un den a liv, da vont betek an HLS, peotramant al Lunar Gateway ma vez staliet en a-raok. Daou astraer az aio d'an HLS a ziskenno betek al Loar ha tremen a raint 6 devezh hanter eno. Div ermaeziadenn a gaso an astraerien a-raok pignat gant an HLS betek Orion. Distreiñ a raio Orion betek an Douar. N'eo ket raktreset ar gefridi a-raok 2025.[8]
Artemis 4 (2027) a zo ur gefridi gant un akipaj betek al Lunar Gateway gant un SLS Block 1B. Ur gefridi-skoazell a gaso da gentañ div vodulenn en orbit tro-dro d'al Loar. Dre ma vezo galloudusoc'h ar fuzeenn e c'hello SLS/Orion kas ar vodulenn I-HAB da gennaskañ d'ar Gateway. N'eo ket raktreset al loc'hañ a-raok 2027.[9]
Eus Artemis 5 betek Artemis 8 ha da c'houde, eo bet kinniget loarañ astraerien war al Loar e-lec'h ma c'hellint implijet dafar a vezo kaset tamm-ha-tamm evit kas kefridioù kempleshoc'h. En dafar-se e kavor tiez, kirri, binvioù skiantel ha binvioù da gorvoiñ.[10]
Kefridioù skoazell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hefridioù-skoazell a gaso robotoù-loarañ, modulennoù ha dafar evit ar Gateway, an HLS hag elfennoù an diazlec'h-Loar. Ar brasañ eus ar c'hefridioù-se a vezo kaset gant embregerezhioù prevez dindan kevrat gant an NASA.
Dindan programm ar Servijoù Loar Karg Talvoudus Prevez ("Commercial Lunar Payload Services" CLPS) e vezo kaset gant robotoù binvioù skiantel a bep seurt war al Loar goude Artemis 1. Kefridioù CLPS ouzhpenn a zo raktreset a-hed ar programm Artemis da gas kargoù d'an diazlec'h-Loar, en o zouez modulennoù-annez evit ar c'hefridioù gant akipaj.
Ar Sistem Loarañ Tud ("Landing System" HLS) zo un egorlestr krouet evit kas un akipaj eus an orbit betek gorre al Loar, bezañ un diazlec'h war al Loar ha kas anezho en orbit en-dro. Pep loaradenn he do ezhomm da gaout un HLS goude ma c'hello bezañ adimplijet an holl pe ul lodenn eus an egorlestr. Pep HLS a rank loc'hañ eus an Douar ha bezañ kaset d'an orbit-Loar en unan pe meur a veaj. Ar gevrat kentañ a oa bet deroet da SpaceX evit div gefridi, an eil hep akipaj hag eben gant un akipaj evit Artemis 3. An div gefridi-se a gaso pep hini un HLS ha meur a egorlestr-pourveziñ kaset gant fuzeennoù Starship (gant SpaceX). E miz Even 2022 e oa bet lakaet gant an NASa ur mellad da dalvezout evit goulenn ur raktres Starship HLS nevez hag un drede kefridi test da zoujañ da reolennoù nevez. Emañ an NASA o klask ur raktres HLS all er-maez eus hini SpaceX da gaout un eil choaz hag evit reiñ un tamm kevezerezh.[11][12]
An div vodulenn Gateway kentañ (PPE hag HALO) a vezo kaset en orbit al Loar gant ul loc'hadenn hepken gant ur fuzeenn Falcon Heavy. Raktreset e oa bezañ e plas a-benn Artemis 3, met e 2021 e oa raktreset a-benn Artemis 4 kentoc'h.
Pourvezet e vezo ar Gateway gant an egorlestr Dragon XL kaset gant ar fuzeenn Falcon Heavy. Pep Dragon XL a chomo stag ouzh ar Gateway betek c'hwec'h miz pad. Ne zistroio ket an Dragon XL d'an Douar, distrujet e vezint war al Loar moarvat.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pazennoù kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er programm ez eus elfennoù eus programmoù bet nullet gant an NASA, da skouer ar programm Constellation. Lezennet da gentañ gant Lezenn Aotre an NASA e 2005 e oa bet kaset gant Constellation diorren ar fuzeennoù Ares I, Ares V hag an egorlestr Orion Crew Exploration Vehicle. Dalc'het e voe ar programm etre penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 betek 2010.[13]
E miz Mae 2008 e oa bet lakaet e plas ar bodad-labour Augustine gant ar prezidant Barack Obama da arsellet meur a bal bet lakaet d'an NASA, evel pourveziñ an Stasion Egor Etrebroadel, kefridi en tu all da orbit izel an Douar (Loar, Meurzh hag objedoù nes an Douar) hag implij industriezh prevez an egor e diabarzh ur budjed resis. Kavet e voe gant ar bodad-labour ne oa ket bet postet a-walc'h a arc'hant er programm Constellation hag e vije bet dibosupl kas tud war al Loar a-benn 2020. Lakaet e voe Constellation da c'hortoz neuze.[14]
D'ar 15 a viz Ebrel 2010 e kaozeas ar prezidant Obama e Kreizenn Egor Kennedy da embann e raktresoù evit an NASA. Freuziñ a reas an elfennoù eus programm Constellation ne oant ket liammet ouzh Orion war digarez ne oa ket bevidik ar programm. Kinnig a reas e-lec'h 6 milion dollar da sevel ur fuzeenn bounner nevez da vezañ prest a-benn 2015 gant ar pal kas tud betek orbit Meurzh a-benn kreiz ar bloavezhioù 2030.
D'an 11 a viz Here 2010 e sinas ar prezidant Obama Lezenn Aotre an NASA a resisae redioù ar Sistem Loc'hañ Egor (SLS) da erlec'hiañ an Egorvulzun kenkoulz ha kendelc'her da ziorren kapsulenn Orion da zelc'her kefridioù en tu all da orbit izel an Douar adalek 2016, en ur vodañ nerzhioù programmoù an Egorvulzun, Constellation ha programmoù all an NASA. Gant al lezenn e vije bet ret postañ arc'hant da ergerzhout an egor, dre robotoù ha da ziorren programmoù all.
D'an 30 a viz Even 2017 e voe adsavet ar C'huzul Egor Broadel gant ar prezidant Trump, gant ar besprezidant Mike Pence en e benn. Budjed kentañ melestradur Trump a zalc'has programmoù egor mare Obama e plas : Servijoù Pourveziñ Prevez, Diorren Akipaj Prevez, Sistem Loc'hañ Egor hag an egorlestr Orion tra ma tigreske budget an enklaskoù kaset diwar-benn an Douar ha ma c'houlenne skarzhañ rann deskadurezh an NASA.[15]
Adheñchañ ar programm anvet Artemis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 11 a viz Kerzu 2017 e voe cheñchet politikerezh an NASA gant ar prezidant Trump, da gas war-raok ur programm da vont betek al Loar asambles gant embregerezhioù prevez, gant kefridioù da Veurzh ha pelloc'h da c'houde. Klask a raed kenaozañ strivoù an NASA, embregerezhioù prevez ha kenlabourerien etrebroadel da adkas tud war al Loar ha lakaat e plas pazennoù kentañ ergerzhadeg tud war Meurzh. Gant an diviz-se e voe lakaet e plas redioù ar programm (anvet Artemis da c'houde) liammet ouzh al Loar, gant programmoù bet labouret dija evel an egorlestr Orion, ar stasion-Loar Gateway, ar Servij Treuzdougen prevez ouzhpenn da grouiñ programmoù nevez evel ar Sistem Loarañ Tud. Choazet e oa bet diorren ar Sistem Loc'hañ Egor evel lestr pennañ da gas Orion tra ma vije kaset elfennoù all ar programm gant fuzeennoù prevez.[16]
D'ar 26 a viz Meurzh 2019 e embannas ar besprezidant Pence e vije avañset al loarañ eus pevar bloaz, e 2024. D'ar 14 a viz Mae e voe embannet gant rener an NASA Jim Bridenstine e vije anvet ar programm nevez Artemis, diwar doueez al Loar e gwengelouriezh Hellaz, ha c'hoar gevel Apollon[16]. En desped d'ar palioù nevez e oa raktreset mont betek Meurzh er bloavezhioù 2030 c'hoazh.
E kreiz 2019 e c'houlennas an NASA 1,6 milion a zollaroù ouzhpenn evit ar programm Artemis a-benn 2020[17], tra ma c'houlennas ur c'homite eus ar Sened ur budjed war pemp bloaz[18] hollret da gaout aotre ar C'hendalc'h.[19][20]
E miz C'hwevrer 2020 e oa bet goulennet gant an Ti Gwenn ur c'hresk a 12% eus budjed ar programm Artemis a-benn 2021.Ar budget hollek a vije bet 25.2 miliard a zollarioù bep bloaz gant 3,7 miliard postet war-zu ur Sistem Lorañ Den. Fiziañ en doa an NASA e vije degemeret ar budjed-se er C'hendalc'h daoust da nec'hamant an Demokrated e-keñver ar programm[21]. Nac'het e voe ar cheñchamant gant komite Kambr ar Gannaded e miz Gouere 2020 avat. Al lezenn kinniget er Gambr a boste 700 milion a zollarioù d'an HLS, 81% nebeutoc'h eget ar pezh a oa goulennet[22].
E miz Ebrel 2020 e voe postet arc'hant gant an NASA en embregerezhioù BlueOrigin, Dynetics ha SpaceX o reiñ dek miz dezho da sevel raktresoù evit an HLS.
E 2021 e voe disklêriet souten melestradurezh ar prezidant Joe Biden da brogramm Artemis[23][24].
Loc'hañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Raktreset e oa Artemis 1 da vezañ loc'het e fin 2021 da gentañ, a-raok bezañ daleet d'an 29 a viz Eost 2022[25]. Un diaezamant gant kaptorioù ar c'heflusker a zaleas al loc'hañ c'hoazh betek an 3 a viz Gwengolo[26]. Diaesterioù all a zaleas al loc'hañ betek ur prenestr etre an 23 a viz Gwengolo hag ar 4 a viz Here[27][28][29]. Dreset buan a oa bet ar gudenn, met ar gorventenn gentan a redias an NASA da nullañ al loc'hañ ur wezh all[30][31][32].
Divizet e voe daleañ al loc'hañ betek ar 14 a viz Du, gant deiziadoù all digor d'ar 16 ha d'an 19 a viz Du[33]. Abalamour d'ur gorventenn all e voe choazet an deiziad a 16 a viz Du a-benn ar fin[34].
D'ar 16 a viz Du 2022, da 01:47:44 EST (06:47:44 UTC) e loc'has Artemis 1 gant berzh diwar Kennedy Space Center[35].
Echuet e voe an test-se da 9:40 a.m. PST d'an 11 a viz Kerzu 2022 pa oa moret an egorlestr Orion e meurvor an Habask, e kornôg Kalifornia, goude ur gefridi rekord hag ur veaj a 2,2 milion a gilometroù tro-dro d'al Loar a-raok distreiñ d'an Douar, 50 vloaz goude loarañ ar gefridi Apollo 17[36].
Space Launch System
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Sistem Loc'hñ en Egor (Space Lauch System pe SLS) a zo ul lestr-loc'hañ pounner amerikan war studi abaoe 2011. Lestr-loc'hañ pennañ ar programm Artemis eo. Goulennet eo bet gant Kendalc'h ar Stadoù-Unanet ober gant an SLS Block 1, galloudus a-walc'h da gas 95 t en orbit izel hag a loc'ho Artemis 1, 2, ha 3[37][38][39]. Adalek 2027 e loc'ho ar Block 1B da gas an Exploration Upper Stage (EUS) hag ar c'hefridioù Artemis 4-7[40][41]. Adalek 2029 e raktreser ober gant Block 2, oc'h erlec'hiañ ar bousteroù hêret diwar programm an egorvulzun gant bousteroù modernoc'h, gouest da gas ouzhpenn 130 t en orbit izel. Gant Block 2 e vije kaset tud war-zu Meurzh. Gant an SLS e vezo kaset an egorlestr Orion oc'h ober gant dafar Kennedy Space Center e Florida.
Egorlestr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur renkennad egorlistri a c'heller adimplijet ul lodenn anezho eo Orion, savet evit ar prgramm Artemis. En egorlestr emañ ar Vodulenn Akipaj savet gant Lockheed Martin hag ar Vodulenn Pourveziñ Europat (ESM) savet gant Airbus Defence and Space. Gouest eo da bourveziñ evit un akipaj a c'hwec'h den en tu all da orbit izel an Douar a-drugarez d'e banelloù-heol da skouer. Sistemoù emgefreek a zo evit stagañ an egorlestr ouzh unan all.
Astraerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2020 e voe choazet ur strollad astraerien evit ar programm Artemis, holl Amerikaned war-bouez daou Ganadian. Lod anezho a nijo betek al Loar, met lod all a c'hello bezañ chozaet da vont betek Meurzh[42].
Skipailh 1 Artemis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2020 e voe embannet ul listenn 18 astraer, holl Amerikaned, 9 faotr, 9 flac'h, a c'hello bezañ choazet evit kefridioù kentañ ar programm Artemis :[43]
Nijadennoù Artemis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kefridioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kefridi | Logo | Deiziad loc'hañ | Akipaj | Lestr-loc'hañ | Lander vehicle | Padelezh | Pal | Statud |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Artemis 1 | 16 a viz Du 2022[34] | — | SLS Block 1 | — | 25 deiz[44] | Nijadenn war-zu al Loar ha distro, hep akipaj | Berzh | |
Artemis 2 | Da vezañ treset gant an akipaj | Mae 2024[45] | DVL | SLS Block 1 | — | ≈10 deiz | Beaj tro-dro d'al Loar, gant 4 den | raktreset |
Artemis 3 | Da vezañ treset gant an akipaj | 2025[45] | DVL | SLS Block 1 | Starship HLS Option A[9] | ≈30 deiz | Kaset 4 den war-zu al Loar, gant 2 o vont war al Loar | raktreset |
Artemis 4 | Da vezañ treset gant an akipaj | 2027[9] | DVL | SLS Block 1B | Starship HLS Option B [9] | ≈30 deiz | 4 den en orbit al Loar, loaradenn,[9] ha kas elfennoù al Lunar Gateway.[46] | raktreset |
Artemis 5 | Da vezañ treset gant an akipaj | 2028[9] | DVL | SLS Block 1B | DVL | ≈30 deiz | Mont war al Loar gant ar c'harr-Loar ha kas elfennoù eus al Lunar Gatewa.[47] | raktreset |
Artemis 6 | Da vezañ treset gant an akipaj | 2029[48] | DVL | SLS Block 1B | DVL | ≈30 deiz | Loarañ ha kas elfennoù eus al Lunar Gateway[47] | raktreset |
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ NASA: Artemis Accords. NASA. Kavet : 2022-08-28.
- ↑ Foust (2021-12-10). Mexico joins Artemis Accords (en-US). SpaceNews. Kavet : 2022-08-28.
- ↑ NASA's management of the Artemis missions. NASA Office of Inspector General (15 November 2021). Diellet er skrid orin d’an 15 November 2021. Kavet : 22 November 2021.
- ↑ Davis (June 11, 2019). NASA's Artemis program will return astronauts to the moon and give us the first female moonwalker (en). NBC News. Kavet : 2022-08-27.
- ↑ Clark (18 May 2020). NASA will likely add a rendezvous test to the first piloted Orion space mission. Spaceflight Now. Diellet er skrid orin d’an 8 July 2020. Kavet : 19 May 2020.
- ↑ 6,0 ha6,1 Latifiyan, Pouya (August 2022). "Artemis 1 and space communications"
- ↑ Sloss (May 31, 2021). NASA evaluating schedule, launch date forecasts for Artemis 2. NASASpaceFlight. Diellet er skrid orin d’an 2 June 2021. Kavet : June 1, 2021.
- ↑ Foust, Jeff (21 July 2019). "NASA outlines plans for lunar lander development through commercial partnerships", SpaceNews.
- ↑ 9,0 9,1 9,2 9,3 9,4 ha9,5 Foust (30 October 2022). Lunar landing restored for Artemis 4 mission. SpaceNews. Kavet : 31 October 2022.
- ↑ Tennet eo bet lodennoù eus ar rannbennadoù-se diwar an destenn-se, en domani publik : NASA, « Forward to the Moon: NASA's Strategic Plan for Human Exploration », 09.04.2019. Lennet d'an 11 a viz Kerzu 2022
- ↑ McGuinness (23 March 2022). NASA Provides Update to Astronaut Moon Lander Plans Under Artemis. NASA. Kavet : 24 March 2022.
- ↑ The Space Review: A second chance at the Moon. www.thespacereview.com. Kavet : 2022-06-21.
- ↑ Moskowitz (7 January 2011). NASA Stuck in Limbo as New Congress Takes Over. Space.com. Diellet er skrid orin d’an 22 October 2020. Kavet : 19 October 2020.
- ↑ Amos, Jonathan (11 October 2010). "Obama signs Nasa up to new future".
- ↑ Clark (30 June 2017). Trump signs order reviving long-dormant National Space Council. Spaceflight Now. Diellet er skrid orin d’an 9 November 2020. Kavet : 30 June 2017.
- ↑ 16,0 ha16,1 Grush (17 May 2019). NASA administrator on new Moon plan: "We're doing this in a way that's never been done before". The Verge. Diellet er skrid orin d’an 4 July 2020. Kavet : 20 May 2019.
- ↑ "NASA boss pleads for steady moon mission funding" (17 July 2019).
- ↑ Senate appropriators advance bill funding NASA despite uncertainties about Artemis costs. SpaceNews (27 September 2019). Kavet : 26 June 2022.
- ↑ Fernholz (14 May 2019). Trump wants US$1.6 billion for a Moon mission and proposes to get it from college aid. Quartz. Diellet er skrid orin d’an 8 November 2020. Kavet : 14 May 2019.
- ↑ Berger (14 May 2019). NASA reveals funding needed for Moon program, says it will be named Artemis. Ars Technica. Diellet er skrid orin d’an 27 July 2019. Kavet : 22 May 2019.
- ↑ Berger (11 February 2020). NASA puts a price on a 2024 Moon landing — US$35 billion. Ars Technica. Diellet er skrid orin d’an 11 February 2020. Kavet : 11 February 2020.
- ↑ House bill offers flat funding for NASA. SpaceNews (7 July 2020). Diellet er skrid orin d’an 12 July 2020. Kavet : 30 September 2020.
- ↑ Press Briefing by Press Secretary Jen Psaki and National Security Advisor Jake Sullivan, February 4, 2021. whitehouse.gov (4 February 2021). Diellet er skrid orin d’an 11 March 2021. Kavet : 19 March 2021.
- ↑ Rincon (5 February 2021). Artemis: Biden administration backs US Moon shot. BBC News Online. Diellet er skrid orin d’an 16 March 2021. Kavet : 19 March 2021.
- ↑ Clark (26 April 2022). NASA's moon rocket rolls back to Vehicle Assembly Building for repairs. Spaceflight Now. Kavet : 26 April 2022.
- ↑ Foust (2022-08-31). Next Artemis 1 launch attempt set for Sept. 3 (en-US). SpaceNews. Kavet : 2022-08-31.
- ↑ Foust (3 September 2022). Second Artemis 1 launch attempt scrubbed. SpaceNews. Kavet : 4 September 2022.
- ↑ Kraft. Artemis I Launch Attempt Scrubbed. NASA blog. NASA. Kavet : 3 September 2022.
- ↑ Gebhardt (8 September 2022). NASA discusses path to SLS repairs as launch uncertainty looms for September, October. NASASpaceflight. Kavet : 8 September 2022.
- ↑ Kraft (24 September 2022). Artemis I Managers Wave Off Sept. 27 Launch, Preparing for Rollback – Artemis. NASA Blogs. Kavet : 24 September 2022.
- ↑ NASA to Roll Artemis I Rocket and Spacecraft Back to VAB Tonight – Artemis (en-US). blogs.nasa.gov. Kavet : 2022-09-27.
- ↑ Foust (26 September 2022). SLS to roll back to VAB as hurricane approaches Florida. SpaceNews. Kavet : 27 September 2022.
- ↑ NASA Sets Date for Next Launch Attempt for Artemis I Moon Mission. NASA (12 October 2022). Kavet : 13 October 2022.
- ↑ 34,0 ha34,1 "NASA's Artemis I mission delayed again as storm barrels toward launch site", CNN (November 8, 2022).
- ↑ Witze, Alexandria (16 November 2022). "Lift off! Artemis Moon rocket launch kicks off new era of human exploration - NASA's Artemis I has entered Earth orbit. It will test a rocket and capsule that could return astronauts to the Moon after 50 years."
- ↑ Splashdown! NASA's Orion Returns to Earth After Historic Moon Mission. www.nasa.gov.uk. NASA. Kavet : 11 December 2022.
- ↑ SLS – Artemis (en-US). blogs.nasa.gov. Kavet : 2022-12-14.
- ↑ Hambleton (2018-08-27). First Flight With Crew Important Step on Long-Term Return to Moon. NASA. Kavet : 2022-12-14.
- ↑ Loff (2019-10-15). NASA Commits to Future Artemis Missions With More SLS Rocket Stages. NASA. Kavet : 2022-12-14.
- ↑ Space Launch System. aerospaceguide.net (26 June 2016). Diellet er skrid orin d’an 26 July 2019. Kavet : 11 December 2019.
- ↑ Sloss (2021-02-17). NASA completes Exploration Upper Stage CDR, focuses new office on SLS Block 1B development (en-US). NASASpaceFlight.com. Kavet : 2022-12-14.
- ↑ Pearlman (10 January 2020). NASA graduates new class of astronauts to join Artemis-era missions. Space.com. Diellet er skrid orin d’an 10 January 2020. Kavet : 10 January 2020.
- ↑ Meet the Artemis Team. NASA. Diellet er skrid orin d’an 22 January 2021. Kavet : 9 December 2020.
- ↑ NASA: Artemis I. NASA. Kavet : 2022-11-16.
- ↑ 45,0 ha45,1 Foust (9 November 2021). NASA delays human lunar landing to at least 2025. SpaceNews. Kavet : 9 November 2021.
- ↑ FY 2022 Budget Estimates – Gateway – Program Projects – International Habitat (I-Hab). NASA (6 May 2021). Diellet er skrid orin d’an 10 June 2021. Kavet : 9 July 2021. “Delivery of I-Hab to the Gateway will be via the SLS Block 1B launch vehicle with Orion providing orbital insertion and docking.”
- ↑ 47,0 ha47,1 Gateway Buildup Animation, <https://www.youtube.com/watch?v=Pme6SrG_-ZA>. Retrieved on Patrom:Date
- ↑ Kshatriya (31 October 2022). Artemis I – IV Mission Overview / Status | Artemis Planning Manifest. NASA Advisory Council. Kavet : 18 November 2022.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Moon to Mars portal NASA
- Artemis program NASA