Mont d’an endalc’had

Plouha

Eus Wikipedia
Plouha
Aod Plouha e Brec'heg.
Aod Plouha e Brec'heg.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plouha
Bro istorel Bro-Sant-Brieg (Goueloù)
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Plouha (pennlec'h)
Kod kumun 22222
Kod post 22580
Maer
Amzer gefridi
Xavier Compain
Kerzu 2021-2026
Etrekumuniezh Leñv Arvor Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 560 ann. (2020)[1]
Stankter 114 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ Norzh
2° 56′ Kornôg
/ 48.68, -2.93
Uhelderioù kreiz-kêr : 108 m
bihanañ 0 m — brasañ 109 m
Gorread 39,97 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plouha

Plouha a zo ur gumun hag ur penn-kanton eus Breizh, e Bro-Oueloù hag e departamant Aodoù-an-Arvor.

"Beg ar C'hastell" eo an tornaod uhelañ e Breizh (104 m uhel) hag evel-just, a-hed an aod ez eus "gwenodennoù maltouterien" evit ober pourmenadennoù plijus (he zornaodoù zo un tammig heñvel ouzh reoù Iwerzhon).

  • Meur a aod-traezh zo e Plouha evit neuial, c'hoari pe ober sport : aod ar Palud, aod Brec'heg, traezhenn Bonaparte (a-raok e oa anvet "ouf Cochat"), Ouf Gwin Zegal hag Ouf Porzh Moger.

Stummoù skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Erwan Vallerie (1995) ː Ploeaza, 1198; Plohaza, 1198; Ploaha, 1202; Plohaac, 1202; Ploaza, 1259; Ploaha, 1266; Ploaza, 1267; Plooza, 1362; Ploehaha, pe Plochaha, 1364; Ploaha, 1420; Ploaha, Ploeha, 1428; Ploha, 1437; Ploeaza, 1453; Ploeaha, 1494; Plouha, 1516; Plourha, 1630.

Etimologiezh (an hini gwirheñvelañ): an anv Plouha a zeufe deus ar gerioù "Plou-" (pleb) hag eus an anv "Aza" pe "Adda" (stum predenek an anv biblek "Adam"). An anv "Plouha" a zo bet implijet abaoe 1575. An dud a zo anvet : Plouahad / Plouahiz - Plouhaez / Plouhaezed. (Daveoù a vank).

Rannet :

- ouzh 1 : en gul e seizh mailhenn en aour, 3, 3, 1;

- ouzh 2 : en glazur, e seizh bezantenn en aour, 3, 3, 1; e gab en aour

  • Ar wech kentañ a oa bet meneget Plouha a oa e 1198 met ar gumun a oa poblet abaoe pell.
  • E-pad ar grennamzer (abaoe an XIIvet kantved) e oa renet al lec'h gant Konted Goueloù (gante e oa bet lakaet sevel iliz ar bourk da skouer).

Prantad modern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Da vare an Dispac'h bras a oa bet kreñv ar chouanerezh e Plouha. E miz meurzh 1794 e oa 1 000 chouan bennak o c'hortoz listri o tont eus Bro-Saoz evit kavout tud ouzhpenn hag armoù evit en em gannañ, met ne oa ket deuet a-benn al listri da dostaat da aodañ. A-benn ar fin e oa bet paket ar chouanted gant ar republikaned ha goude an emgann a oa bet strewet.
  • Diwezhatoc'h, e 1800, e oa bet preizhet tiez ar geodedourien gant ur strollad chouaned hag an dud a oa bet drouklazhet (unan a oa bet douaret ent-bev zoken).
  • Mervel a reas 168 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,94% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Mervel a reas 68 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
  • E-pad an Eil Brezel-bed o doa aozet ha renet ar «rouedad "Shelburn"» gant daou baotr eus Kebek, Lucien Dumais ha Raymond Labrosse, eus an "MI9" (Servijoù Sekred Breizh-Veur). Ar pal e oa adpakout hag adkas da Vreizh-Veur al levierien diskaret gant an Alamaned a-us Bro C'hall pe Breizh.
  • E Plouha e oa an ti (anv kod: «Ti Alfoñs») el lec'h ma veze kaset ha bodet al levierien, goude-se e vezent heñchet dre al lanneier gant tud deus Plouha betek oufig Cochat (anv kod: «traezhenn Bonaparte»). Ac'hane e vezent kaset kuit da Vreizh-veur gant ur gorvetenn (ar gorvetenn-se a oa sturiet gant sturiet gant David Leslie Birkin, tad-kozh Jane Birkin). A-benn ar fin eo 138 levier a oa bet treuzkazet e-giz-se betek Breizh-Veur. Hirie an deiz e c'haller bepred mont war roudoù an dud-se dre gwenojennoù istorel, plijus ha brav.
  • D’ar 25 a viz Mae 1944 e voe taget e voe an ti-post, gant seizh pe eizh ezel eus ar Rezistañs moarvat, met an archerion c'hall a erruas kerkent, tennoù a voe hag un archer a varvas an deiz war-lerc'h en ospital Sant-Brieg, hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[3].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas daou soudard.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kastell Lizandre hag e chapel.
  • Iliz katolik Sant Pêr.
  • Chapel Kervaria an Iskuit eus an XIIIvet kantved hag he c'halvar.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost [4].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[5].
  • Gwerenn-livet (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[6].
  • Plakennoù koun ar rouedad Shelburn, luc’hskeudenn[7].

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prizioù dazont ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Tud ganet eno

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Calloët,

Aotrounez Kermaria ha Lizandré

En aour e dreustell en glazur, leinet gant ur voualc'henn ivez en glazur
du Quélenec

Aotrounez Kerjolly ha Kersalic

En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour
Bro Kêr Abaoe
Iwerzhon Cill Orglan 1999
Galiza Palas de Rei 2003

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 ha2,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 259 ha 262, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  4. (fr)Memorial Genweb
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)Memorial Genweb
  7. (fr)Memorial Genweb
  8. (br)[1]