Mont d’an endalc’had

Plougonveur

Eus Wikipedia
Plougonveur
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plougonver
Bro istorel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Benac'h (betek 2015)
Kallag (abaoe 2015)
Kod kumun 22216
Kod post 22810
Maer
Amzer gefridi
Christian Prigent[1]
2020-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn Web http://www.plougonver.com
Poblañsouriezh
Poblañs 743 ann. (2020)[2]
Stankter 21 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 29′ 07″ Norzh
3° 22′ 38″ Kornôg
/ 48.4852777777778, -3.3772222222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 220 m
bihanañ 142 m — brasañ 320 m
Gorread 35,72 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plougonveur
Panell degemer divyezhek.

Plougonveur a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.

  • Emañ Plougonveur zo war lez kornôk al Leger, a red war-zu Gurunuhel ha Benac'h.
  • Gwazh Dour Trobreudeur a ya d'al Leger.
  • Gwazh Kol a ya d'ar wazh Lan Skalon, ha goude se d'ar Gwig.
  • An hent meur roman eus Karaez-Vorgium da bPlougouskant a dreuz ar gumumm eus Kroaz-Kermen / Kroaz ar Barzig (tu Kallag) da Gergalaon (tu Gurunuhel)
  • Bernard Tanguy : Eccl. de Ploegom(er), c. 1330; Ploegonv(er), fin XIVvet; Ploegonmeur, 1427; Ploegommer, 1455; Ploegonmeur, 1481; Ploegomeur, 1585; Plouegonveur, XVIvet;[3]
  • Diwar un anv den : Conmor < *Cuno-Maros. Heñvel diouzh ar sant kembraek Cynmur, un elel sant Thelio; hag heñvel diouzh Conomor, kont ar Poc'her.
  • Erwan Vallerie : Ploegommet, 1450; Plouegonveur, 1516; Plogonuiur, 1630; Plogonmur, 1654[4]
Divrannet : ouzh 1 brizhet etre aour ha gul, hag a zo familh Kergorlai (siell 1312) ; ouzh 2 en gul e groaz aour divouedet, hag a zo Bilzig (XVvet kantved).
  • 6 Mae 1796 : taget eo ar gumun gant chouanted Koad an Noz. An dileuriad "broadel" a zo lazhet.
  • 9 C'hwevrer 1800 : distrujet eo pellskriver Keresperzh gant ar chouanted.
  • 14 a viz Du 1849 : digemeret eo labourioù bet graet en iliz Sant-Pêr.
  • 5 Ebrel 1862 : kumun nevez Ar Chapel-Nevez a zo distaget diouzh Plougonveur.
  • 28 Meurzh 1879: ul lodenn eus tour iliz Sant-Pêr a zo torret gant ar c'hurun .
  • Kemeret e voe war-dro 10 000 Lur en ti-post, gant tud ar Rezistañs moarvat, d’an 3 a viz C’hwevrer 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[12].
  • 16 Gouere 1944 : seizh brogarour a zo lakaet d'ar marv e Garzonval, e-kichen an hent-houarn : Jean-Louis Corbel, Pierre Maillard, François Le Berre, François-Louis Le Berre, Pierre Sécardin, Marcel Sanguy, Albert Torquéau.
  • 4 Eost 1944 : devet eo ar skol gant gant an Alamanted, kent mont kuit.
  • Mervel a reas pemzek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Presbital kozh (aet da dTi Kêr).
  • Iliz katolik "Sant Pêr".
  • Chapel "Sant Tual".
  • Kastell Kludon.
  • Maner Kergaer.
  • Monumant ar re varv e Leurgêr an Iliz.
  • Monumant ar Rezistanted bet lazhet gant an Alamaned d’ar 16 a viz Gouhere 1944, e Garzonval, luc’hskeudenn[14].
  • Menez Keresperzh.

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur poblañs Plougonveur abaoe 1793

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean-François Huon, ganet an 21 Mezheven 1821, alvokad e Gwengamp, kuzulier jeneral, dilennet kannad Gwengamp ar 27 Eost 1827; adembannet ar 14 Gouere 1878. Aet da Anaon e Paris ar 18 Mezheven 1879.
  • Erwan Kerou, er kêriadenn Lezkastell ar 27 Mezheven 1873 (pe un nebeut kent), skrivagner brezhoneg.
  • Annie Le Houérou, ganet eno d'an 30 a viz Meurzh 1960, kannadez e Bodadenn Vroadel Pariz.

Tud marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Erwan Kerou, e 1956, skrivagner brezhoneg.
sans_cadre
sans_cadre
Familh Bilsig ar C'hleuzdon ː En gul, e groaz divouedet en aour
sans_cadre
sans_cadre
Familh Kergorlai ː brizhet etre aour ha gul

Skridoù. Barzhonegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kanaouenn Markiz ar C'hleand ha Jannet Riou (ur bennadenn e vo roet hepdale)
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
  • (fr)Kumunn Plougonveur : Plougonver. L'Argoat au naturel. (hep deiziadadur. Goude 2010 ?. Jean Piolot, maer)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr)[1]
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. Ar Men. 1992.
  4. (br)Erwan Vallerie : Traité de toponymie historique de la Bretagne. (3 volumes). Embannadurioù An Here. 1995.
  5. 5,0 ha5,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  9. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  10. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  11. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  12. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 116, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  13. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  14. (fr)Memorial Genweb