Pleg-mor Aden
Neuz
Pleg-mor Aden zo ul lodenn eus Meurvor Indez, er reter da Afrika hag er su da ledenez Arabia.
En em ledañ a ra er c'hornôg da Vor Arabia, ha liammet eo ouzh ar Mor Ruz dre strizh-mor Bab al-Mandab. Dispartiañ a ra Yemen diouzh Somalia (pe resisoc'h Somaliland). En em astenn a ra a-hed 900 km, a gornôg da reter, hag a-hed 500 km a norzh da su, en e ledanañ. Ul lec'h a bouez evit ar c'henwerzh war vor eo Pleg-mor Aden. Aden, Berbera ha Djibouti eo ar porzhioù brasañ.