Pennreolenn an aktadur bihanañ
Neuz
Termenadur an aktadur ha pennreolenn an aktadur bihanañ a zo bet savet gant Maupertuis.
E-barzh " Principe de la moindre quantité d'action pour la mécanique " (1744) e vez termenet an aktadur evel-hen gant Maupertuis :
« An Aktadur a zo kenfeurel gant liesad ar mas dre an tizh hag ar spas. Setu bremañ ar bennreolenn-se, ken fur ha ken din eus ar Peurvoud : pa c'hoarvez ur cheñchamant bennak en natur e vez atav ar c'hementad Aktadur implijet evit ar cheñchamant-se ar bihanañ posupl. »